Tuesday, June 28, 2022

Emichañs emaint eus an daou du o klask gwelout un taol a-dreuz bennak hag a lakfe da sevel eus o zu ur bern reoù all

Piv int? Ar vrezelourien rusiat eus un tu a ya war-raok pa'z eo gourc'hemennet dezho, neuze eo mont war raok ha n'eus ket droed da em soñjal e-mod-all: tonket eo.

Ar re zo e penn a oar pe zo sañset gouzout da belec'h e kasont treid o brezelourien hag ar re zo droch a-walc'h evit sentiñ hag evit doare goude tri miz e c'heller empennañ ne dle ket bout aezet em zisober eus ur penn bras du-hont ha na vefed ket a-du gantañ: spont hag anken zo o ren; seziset an dud, dindan gazell gae hep ket a var.

Da belec'h oa tonket dezho mont? Ken da aloubiñ ar vro en he fezh ha spontañ muioc'hik rannvro ar c'hreisteiz hag ar reter: bord ar mor penn da benn, gant Odessa kement hag ober tre betek Moldova hag e-giz-se o kemer dindan o c'hrabanoù ar mor; gronnet Ukraina a bep tu.

Hag-eñ e ouient e vefe ken start all ar bec'h war choug ar vrezelourien ? Pe falljedet an traoù? Faziet mik gant keleier diwir, dispis, pe tromplus.

Ha neuze kemmañ doare ha divizout mont d'ar vro hanter c'hounezet  hag enni skoazelloù anavezet dija. Ha diwar al lec'h-se em astenn endro a bep tu ha zoken dont endro davet ar Gêrbenn: hiziv eo taolioù nevez warni a ziskouez n'o deus ket em zistaget eus o falioù brezel hollveliour hag em gontantiñ eus an Donbas.

Evit mont pelloc'h ganti e vo poent kounnariñ, ha se a vo an dañjerusañ mare eus ar brezel droch mañ: rak kounnaret mat ivez eo tud ar bed dieub: dieub o sinifiout e c'heller dispakañ soñjoù betek re, bevezañ betek re, hag all hag all ha kement zo betek re evel ma ouzomp holl.

Me a'n em c'houll ha ne ve ket poent d'an dud eus ar bed dieub da gounnariñ da gentañ; goude ober van da gaout aon rak ar brezel nukleel -dibosubl- e vo gwelet ne oa an doare-se da blegañ nemet un taol gwidre evit gounit amzer, evit em brepariñ d'an argad bras. An dra-se eo a ranker kompren moarvat pa larer deomp emañ ar soudarded oc'h em voazañ diouzh kalvezderioù ha mekanikoù arnevez ar re unanet; betek hen ne oa en o daouarn nemet ostilhoù soviedel kozh ha didalvez da vont pelloc'h.

Hiroc'h e vo gellet ganto skeiñ, pelloc'h tre betek douar Rusia; sañset e oa arabat skeiñ war Rusia e Rusia...un troc'h da c'hoarvezout dizale e vo neuze pa skoint eus bro Ukraina war-zu bro Rusia.

Ne gavan kevatal ebet d'ar strike back, nemet talvezout d'ar re all an droug o deus graet. Mar gellfent tizhout ar penn diouzhtu ha buan e ve bravoc'h c'hoazh.

Pediñ a ranker an holl sent, rak o boss zo aet en e roud.

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...