Wednesday, June 15, 2022

setu brav an amzer abaoe oamp aet kuit da Norge ha Hawaii, tomm berv war France a-bezh ha nebeutoc'h du-mañ

 Etre unnek eur hanter ha peder eur hanter e vo start bout war drekleur an ti o labourat, o fistoulat; neuze eo deut poent kaer al lenn ha kavet 'm eus levrioù plijus dreist; Les vaches de Staline gant Oksanen a gavan dudius, bet skrivet ganti araok dezhi tapout prizioù evit La Purge; tremen a ra an darvoudoù e broioù Europa an hanternoz: Finland ( a zo neptu, kaer eo gouzout en amzer vrezel ma emaomp: chomet neptu evit chom hap kontroliañ an amezeg ourzek Russia!), Estonia ( a zo perzhiek en Nato pe Otan e galleg, hag a zo gwarezet gant disglavierioù USA evel republikoù baltek all, goude freuzhidigezh ar voger a zispartie Urss eus Europa).

Tudennoù zo el levrioù a ziskouez deomp ar vuhez er broioù-se, ha sklaeroc'h eo en deiz hiziv abalamour d'ar brezel, al liammoù etre an tudennoù ha stad an traoù, ar c'henwerzh, an darempredoù etre an dud, an doare da vevañ eus un tu pe egile eus ar frontieroù, pa'z eus reizhiadoù disheñvel da ober ganto ha pa'z eus kerentiezh etre an dud o vevañ eus an daou du, hag o vont hag o tont hag em adaptiñ neuze, em ober ouzh saviadoù diseurt hervez ar pezh a fell d'an den tizhout. N'eo ket stabilded eta an diabell-gweled ma em eztaol tudennoù an istor.

En deiz hiziv eo brav lenn al levrioù-mañ rak ouzhpenn donezonoù ar skrivagnererez ez eus deur gant munudoù an istor bet hag ivez an istor o valañ hor buhez hiziv. Pa em santomp ni ivez distabilaet kenan.

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...