Saturday, July 16, 2022

goude vakañsiñ ur pemzektez bennak e Gwid emaomp er gêr gapital, darvoudoù mantrus e-leizh a zo

Ur paotr o vont sot goude kavet gantañ e oa mamm e baotrig dedennet gant un all ha bec'h ganti ken ken.

Ur paotr all klasket em zistruj ha deuet a-benn moarvat met bev c'hoazh sañset diwar-bouez ur mekanik ospital bennak. Amzer bonner evel plom hag en noz an Erer kozh oc'h ebatal evel diaouled o sodiñ, an heol oc'h entanañ an endro, ha c'hoazh avel'zo.

Brezel oc'h ober bepred ha tennderioù er bed a-bezh.

Tangwalloù e kreizteiz ar Frañs.

Armerzh diasur evit ar mizioù tost da zont gant prizioù o vont d'an nec'h war-eeun abalamour d'ar pezh zo o virout ouzh an darempredoù reizh a vont en-dro; ouzhpenn ar pezh oa a-raok; kleñved kovid hag all.

Ha padal, ec'h omp bet war vor war blanken e Gwid hag e oa plijadurus, petra bennak ma sko kalet an heol.

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...