Wednesday, June 22, 2022

Bet e Gwid ha chomet sac'het Charly en alzas gant poanioù lounezhi marteze ha tommder dreist oc'h ober du-hont

 Met du-mañ e bord ar mor oa klouar ha leinañ meur a dro war an digor_ nag e plij d'an dud bout er-maez o tebriñ, evañ, flapañ gant ken  tra war an daol nemet dres an debriñ hag an evañ, arabat pediñ ar skrammoù da zont hag em blijout ouzh allazigoù an heol ha dizalc'hted an empenn diouzh ar redioù boas: sellout ouzh ar skinweler, nepell eus an ardivinkoù all...Muioc'hik e ve..piknikañ dindan an amzer, dindan ar gwez, e-tal ar mor...met dizale e vo graet c'hoazh.

E Hawai hon dije gellet hen ober ivez met divizet e oa un deiz ur wech da vat, tapout hor boued e pretioù: siwazh un dra voas eo e ranker gortoz ur pennad spontus a-raok bout servijet: hag an dra-se a chom digomprenus rak ne veze ordinal nemet nebeut a bratikoù; n'emañ ket ar respont d'hon souezhadenn e niver ar pratikoù: gortoz zo ur boaz; anaout a ran tud en hor bro ivez hag e vez ingal ganto lakaat ur pennad didrabas, ha goullo mat,  a-raok degas ar boued war an daol; ne gomprenan ket.

IZEL MAT AR MOR HA TOLPET AR BIGI EN OUFIG GWAREZET GANT AR CHRENVLECH ANVET FORT BLOQUE

NEPELL EUS UN DRAEZHENN A BLIJ DEOMP 

GWELOUT A REER A BEP TU D HON TRAEZHENN STROBADOU REIER E VO BRAV DIWALL DIOUTO MET HEP RISKL DA GEJOUT GANT SILI MUREN AR WECH MAN

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...