Wednesday, June 22, 2022

un deiz o tostaat bremañ ma vo gwallzarvoud pe darvoudig o treiñ fall, pe un disterig a abeg pe unan spontus ha bec'h ken spontus all da heul

 Eveljust e ouzer abaoe pevar miz e vo bec'h evit na'd ay ket an trec'h gant an argader. Ha bezomp splann hon arguzennoù! Unan a zo kiriek da zarvoudoù mantrus ha n'emañ ket e-unan en e vro, daoust ma n'eus ket savet mouezhioù anat d'e souten (Koulskoude interestoù Sina, Turkye, hag un nebeut re all a bouezo war emdroadur an divizoù da zont dizale.)

Tud an Nato n'o deus ket aloubet ha lakaet bec'h war reoù all en un doare anat ha brezelgar, kaer vo da dud zo plegañ o fenn dirak an hollveliour. Mont a reont a-du gant pennoù nemeto stadoù troet nevez'zo da galetaat o c'hrog war kement tra a ya d'ober ar frankizioù. Ha souezhus eo gwelout tud e Frañs izelaat o c'hribenn, tevel, pa n'eont ket a-du gant ar renerien dizouj ouzh o fobl, ha dizouj ouzh lezennoù ar bed bras. Peurvuiañ e tamallont d'an amerikaned hag o mignoned, da vout mistri o-unan hag all ha kement zo. Anaout a reomp o fazioù, o zechoù mat-tre met em gonduiñ a reomp dalc'hmat evel pa ne vije ket diouto nemet en amzer a enkadenn e teu endro war an daol diouzh ma vez ezhomm.

Siwazh d'hon mignoned bout graet brezelioù droch a-wechoù, e chomont a live ganeomp war dachennoù dreistpouezus: en deiz hiziv n'eus nemet souten anezho d'ober, ma n'eo ket goulenn ganto hon souten-ni an hini eo.

Kaliningrad eo anv an dachenn, bord ar mor baltek, ma'z eus difennoù rusiat hag eno emañ troet hor selloù rak eno ez eus Enebourien , a vo graet droug dezho gant paouez a leuskel an treniadoù marc'hadourezh da baseal. Ha divizet eo bet gant Lituania na lezel da erruout en enklav anvet Kaliningrad peadra da voueta an Enebourien hag o nerzhioù brezel eno. Keit ha ma chome an taolioù war dachenn Ukrain e veze seblant a reizhded; an disterañ fiñvadenn taolet ouzh kreiz fas ar rusianed a vo diskleriet abeg brezel moarvat, ha souezhus n'eus ket bet emgavioù all, pe neuze ne oant ket prest da gounnariñ da vat. Aon am eus e tosta buan ar pred ma vo un troc'h en darvoudoù: pe e vo o vont da fall an ukrainiz hag e vo dav o sikour dillo hag en un doare efedus-tre ( gant ar risk da sachañ evezh  ar rusianed hag o imor fall en tu all d'ar gont), pe e vezimp "re" efedus gant lanvad ostilhoù brezel diseurt; ezhomm ez eus buan ha didorr souten, ha muioc'hik hep ma ve an aer da vezañ, hon brezelourien; n'hellomp ket chom hep kreñvaat ar pouez war hor skoazell, ha marteze mont e-barzh ( betek hen n'eus nemet komzoù hir ha hebleg, un doare teod koad a lavarfed, dizale e vo dav skeiñ war an daol hag emichañs eo bet implijet ar pevar miz tremen da empentañ an argad meur a c'hortoz an demokratelezh evit teurel d'an traoñ an ner


zhioù stalinek bev c'hoazh.

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...