Monday, May 24, 2021

louzoù kousket n'eo ket mat boaziañ ganto

 er c'hontrol dav eo kavout doareoù da'n em lezel da vont da gousket;

en deiz-all e'm eus klevet gant ur c'hlañvour Luriek e oa marvet e dad goude ma oan aet war va leve, em laosket da vervel, eme e vab, pa ouie e dad ne welfe ket ac'hanon ken, hag en deus graet emezañ

evitañ avat eo deut da vat hon zroioù gwidre gant e wreg: hounnezh ne oa ket evit kousket nemet en noazh dibitilh, ya, hep tamm tra warni

ha neuze pa save en noz peogwir ne oa ket lec'h ken er gwele gant dispac'het evel m'edo-hi, he divesker digor bras, he divrec'h e kroaz; ken ne oa spontet hon paotr

met ne oa ket evit kousket gant ar gwel eus an dispac'h-se

goulenn a rae louzoù kousket pe a-hent-all e c'hoarvezfe droug pe zroug rak chom hep kousket n'eo ket ebat

neuze e roen dezhañ tammoù kuzulioù ha tammoù louzoù; met dav oa kreskiñ ar bern evit ma teujent a-benn d'e sioulaat en noz

arabat derc'hel da vont e-mod-se, a laris dezhañ en diwezh: dav eo spontañ ho kwreg gant lavarout dezhi ez eus droug bras da'n em gavout ganti mar ne daol ket evezh; diwall ma riklfe he mammog er-aez eus he gouhin hag kement bouzell vras ha moan ha kourailhoù holl; pep tra a'n em gavje er-maez un deiz pe un noz bennak!

neuze e laras dezhi eus va ferzh diwall na'n em gavje an abadenn da wir

hag un deiz mintin mat, e tihunas-eñ goude un nozvezh kousk sioul ha didrabas: chomet oa ar pallenn hag al liñsel en o lec'h; n'he doa ket dispac'het en noz evel boaz; sioul pep tra

burzhud; na te zo sioul hiziv, gallet peus kousket e peoc'h a welan hep dispac'hañ; soñjal a ra din en deus graet vat dit klevout komzoù ar c'helenner M; asuroc'h an dazont bremañ!

eya emezi, met dav din anzav un dra: 'noz paseet e'm eus kavet pep tra dispaket aze

penaos'ta pep tra

ya mammog bouzelloù kourailhoù hag all pep tra pa laran dit oa strewet aze etre va divesker, ar gwir oa gant ar c'helenner M, ha chom a rin peoc'h hiviziken, se zo sur

hama, ar gwir oa gant M eveljust, met lar-din'tak, poanioù bras a dleez bezañ bet neuze, gant toud an traoù-se, ar gwad ha kement zo

tamm ebet, tamm poan ebet, 

nemet evit lakaat anezho holl en o flas ne laran ket dit!

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...