a-greiz ma oan aet er-maez eus ar savadur-ostel touristed setu me o vale va-unan-penn nepell eus clonged- a-leizh ez eus diouto- hag e oan heuget un tamm gant an dour chag ma vev karpenned, ha ma weler alies ivez o c'hoari, bugale disoursi.
a-greiz-holl e klevan garmadennoù un den o kouezhañ, o riklañ e-barzh, hag un all o redek davetañ, soupl ha nerzhus, o kregiñ ennañ sachañ e benn er-maez eus an dour, ha splujañ warnañ d'ober dezhañ rentañ ar pezh en deus lonket a zour lous
genou ouzh genou, setu ma tenn diouzh e gof kement ha ma c'hell a zour melen lous
ha dislonkañ kement-all hag adober ar memes jestroù, buan ha buan
ha me neuze ha larout dezhañ em sachañ a-gostez ivez ma vezo troet war e du kleiz ar paotr badaouet
met enebiñ a ra ar saveteour, me da gentañ pa'm eus komenset, me zo bet er groaz ruz
he me, a laran dezhañ, zo medisin hag a zo vont d'e lakaat war e gostez, ha sachañ warnañ er-maez eus an dour,
egile a enebe, a dabute "me da gentañ"-"n'out ket evit hen ober, laren dezhañ", me'oar penaos ober, a lare-eñ, ha lonkañ ha dislonkañ! e-ser tabutal ha jestraouiñ,
ha me sachañ ar c'horf er-maez eus dour melen lous ar c'hlong, revr hag all:
"welez ket ez poa lezet e revr e barzh, oa ket un avañs dezhañ ar pezh edos oc'h ober neuze!"
No comments:
Post a Comment