Wednesday, May 5, 2021

ha gwelout ba karaez ivez penaos emañ kont

 Goude bout levezonet gant komzoù o tont eus kêr e kredan pellgomz d'ar paotr a ra war-dro al labour ba'r greizenn vras

pa'm eus laret se d'ar penn kreizenn R he deus laret din: gwelout a rez amañ reomp muioc'h oc'h ober tri devezh egeto e kerzh 6. Diaes krediñ. "Kontañ ri deomp emezi...

Bremañ kudennoù a sav e-keñver taoliad an eurioù hag an devezhioù gouel

hep komz eus ar miz a zeu ma teu hor burzhud amerikat d'hon gwelout ivez

Lakaat an holl laouen a vo un ebat, paotr paour!

Sañset er vro ez eus ur palefarzh a gement a ve brec'hiennet, ur wech da vihanañ: n'eo ket mont buan met marteze eo graet mat o wareziñ ar re goshañ da gentañ

bellouriezhioù all a oa met dav oa kemer disentezioù ar pennoù bras

ur reuziad goulennoù a zo bet da gentañ, goude disfiziañs , bremañ c'hoazh a-c'houde daou viz e santer eo dav cheñch, dont a raer da skuizhañ ha da'n em voazañ war un dro: er penn kentañ oa c'hoant kaout krog war ar vrec'hienn hag aon ivez, ha deut ar c'hoant da drec'hiñ war an aon a-bell...ha graet hon brec'hiennoù diwar ar restach er boutailhoù; tra-walch da vout efedus n'eus forzh penaos; ne felle ket dezho int a zo e penn an urzhioù da gentañ met deut int da asantiñ: ul lamm war-raok ag ouzhpenn dek dre gant a dud o resev en o brec'h al louzoù prizius

Ur seurt brec'hienn all a zo a deu diwarnañ efedoù grevus met rouez dre chañs, n'eo ket evit reiñ peoc'h da speredoù an dud; peseurt implij a chom reizh pa ouzer ez eus gwelloc'h; diouzh ar pezh a zo bet degaset an hini eo! Berniadoù'zo met bernioù all oa bet urzhiet!Diouzh un tu ez eus klemm o sevel o c'houlenn gant an industriezh degas pe dic'haouiñ...ha disfiziañs eus an tu all

Nevez zo derc'hent dec'h am eus lennet oa bet tammoù efedoù displijus ivez gant ar Faizer; rouez ivez o sellout ouzh ar galon ar wech-mañ: dav eo heuliañ

Gast a avel dibaoe sizhunvezhioù ha setu ni gant daou viz ebrel ha mae, gant heol ha sklerijenn e-leizh met nebeut a dommder

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...