Thursday, May 6, 2021

Emc'houlennoù fin miz mae 21

pegoulz e vimp prest da nijal ?

pegoulz e vo gouezet hag_eñ vo echu gant ar gaouad ?

-peseurt merkoù heuliañ evit divinout emaomp da vat o skeiñ war-zu ar riskl Mann (n'eus ket anezhañ)

-ur palefarzh o vezañ dindan warez tamm pe damm memestra; menel a ra an tri c'hard da blantañ nadozioù en o brec'h

-meur a seurt brec'hienn zo

-un nebeut tu vo dav dezho kaout meur a strinkennad louzoù enno e lec'h an daou reizh evit an darnvrasañ

-ar broioù muiañ taget er mare-mañ oa, tri miz zo, o lidañ trec'h rak bout maout war an droug a soñje dezho e oant a-raok digeriñ dorioù ha prenestri, bras holl d'ar viruzennoù da zont en dro, with a vengeance e-giz ma lavar ar saozon

neuze India, Nepal ivez

-hag-eñ e teu a-benn Chili da gaout he fenn a-zioc'h an dour rak kinnig a rae beuziñ nepellzo

ha du-hont peseurt brec'hienn a vo implijet, rak evit doare ne oa ket gwered a-walc'h gant an hini sinaat, hag o vezañ m'o doa graet strivadennoù e-leizh o doa ivez laosket da vont; pa vez an den re asur dioutañ an -unan e'n em lez gant an dinaou, gant ar pouez-traoñ

-evidon-me e'n em c'houlan ivez na penaos e vo kempennet an deizioù o tont; war va goulenn ez eo e'n em gavin ebarzhet er strollad flemmañ: gwelout a ran ar re voazetañ e penn an traoù, evel da vare an erer kozh: un amzervezh entanus evit lod betek an deiz ma voe laret dezho e oant diezhomm, lezet da vont a-gostez ha lamet diganto digolloù; soñj'm eus mat eus an dipitet ma oant: emc'houlenn a ran ha diwar al listennad erer-kozh eo bet savet ar strollad war an dachenn, pe a dost da dost, pe diwar ur goulenn ha n'am befe ket gwelet dre ziouer a chomlec'h rouedad evidon, ne ra forzh pa en oan ket troet evit abegoù anat da vont d'an arsailh pe dalc'het war-dreñv zoken; gwelet e vo

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...