Wednesday, November 9, 2022

USA madik a-walc'h an disoc'hoù

bez edod gant aon da welout an demokrated o vont da netra met n'eus ket diaouled eus an holl republikaned, hag eilpennañ a c'heller al lavarenn am eus skrivet diouzhtu.

paotr e vlew melen en deus laret e vefe gras dezhañ mar deufe an trec'h gant ar republikaned eveljust ha ma ne deufe ket ar maout ganto ne ve mann da damall dezhañ  win-win kea!

bremañ ma n'eus ket bet eus ar wagenn ruz  veur eus tu ar republikaned ha savet bec'h etrezo penaos e'n em denno evit klask bout e penn an traoù

war dachenn ar brezel da vihananañ n'eus ket da enkreziñ rak diouer a vinvioù emgann: met eus pe du e teuint avat, kirri divent leun a girri arsailh ha banadelloù arnevez, kirri sammorelloù pe kirri-nij divent gwarezet diwar-bouez bannadelloù war-zouar; ar wirionez a vo gouezet un deiz

peseurt darvoud a vo lemm a-walc'h da lakaat ar reuz da baouez aze emañ an dalc'h

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...