a-douez keleier ar sizhunioù paseet ez eus da deurel evezh ouzh ar pezh a dremen e Kherson -c'herson a zistager eveljust-
ar gêr vras kentañ aloubet gant an enemied, hag hi war hent ar C'hrimea hec'h istor kemplezh tre pa'z eus rusiiz anezho holl met an douar zo ukreinat eveljust: ouzhpenn m'eo talvoudus pa'z eo ul ledenez sanket en ur mor du a bouez bras ez eo ivez un doare tour-tan: ac'halese e c'heller kaout krog war gement'zo; n'eo ket hepken evit sikour an annezidi e oad deut d'hec'h aloubiñ, evit kregiñ e-barzh an douar ivez
ha muioc'hik eta evit an hollveliour: diwarni skeiñ war-du ar Moldova ma en gortozer e Transnistria- evel ma oa bet kont gant ar boulomigoù glaz-gwer; n'eus forzh penaos gant ar meno aloubiñ bepred
mat, penaos e vo graet evit adkemer Kherson neuze ma larer deomp eo em dennet kuit ar pennoù bras eus al lu aet da repuiñ en tu-all ha n'eo ket da dec'hout sañset, en ur virout ar soudarded a vicher war un dro gant erlec'hiañ anezho gant danvez soudarded diakuit enrollet war ar prim ha zoken kutuilhet e tiez bac'h ma'z eus bet kinniget dezho mont d'ar stourm; hep embregerezh, hep arnodennoù, hep dilhad azas e oa ranket dezho o frenañ o unan, ha boued hag aoz eus an dibab war an dachenn...danvez boued ar groug deut da zanvez boued an ankoù, traken
neuze ha goulennet e vo paouez-brezel gant un tu pe egile ha roet tro d'ar gomz pe kendalc'het gant an eskemmoù marvus, goude taolioù spontus pa'z oant troet war an tredan hag an dour: mirout ouzh an dud da vevañ dres bremañ ma emañ ar goañv o tostaat
souezhus eo, ( met abegoù zo ivez da vignoned tost an hollveliour da em lakaat war-raok), e vez graet anv eus tudennoù drouk a-douez an droukañ, ken larout Tchetchen ha Wagner hag e kren an den---ar re-se zo oc'h ober o mad eus an darvoudoù: ne vint ket gwelet falloc'h goude er-maez eus o bed; hag en o bed, war o zachennoù c'hoari e vint gwelet evel tud pouezus, kazimant e penn an traoù ha se, ar skeudenn-se eo a gont
Souezhus eo bepred ivez pa vez graet anv eus armoù a vank - da ziwezhañ da wareziñ ouzh tagadennoù o tont eus an oabl- hag ec'h em gavont nebeut goude war an dachenn; brezel an titouroù a c'heller ober eus se: dalc'homp soñj e oa diskrivet e miz c'hwevrer an arnodennoù war dachenn Belarusia gant an amerikaned hag e veze laret e oa histeriezh; ha zoken e oa hillig hillig 'ni veze graet d'ar rused d'em zifretañ da zont da c'hoari: koulz lavarout krenn ha kras pediñ anezho da vrezeliñ, muioc'hik c'hoazh fazi an amerikaned eo mar deu ar re all da 'n em enerviñ
Ar mintin-mañ em eus lennet e ve dav meur a sizhunvezh c'hoazh
da adkemer Kherson ha goude hag-eñ e vo skoet war-du al Ledenez; neuze dres e savo droug enno peogwir e kavo dezho ez eo o zachenn, ar pezh n'eo ket ent-etrevroadel, anat
No comments:
Post a Comment