du-hont ez eus diaesterioù nevez a-greiz ma'z edont o vont da argadiñ pe emaint o kas da benn vat ur stourm kalet war un dachenn brizius rak eno ez oa em gavet an alouberien da gentañ, ha graet reuz ha freuzh tre betek ar mor du, met ne oant ket aet betek Odessa, ha gallet oa bet o lakaat da aotren lezel da baseal bigi dougen greun rak grignol an ed 'ni eo ar vro vras se, aloubet evit he finvidigezhioù ivez ha n'eo ket evit an arguzennoù toull roet da dalvezout d'an hollveliourien hag o mignoned
du-mañ am eus kempennet ar goulou er sal debriñ; va-unan am eus graet pep tra, div daol an eil war eben ha dalc'het o div solut war o zreid diwar-bouez bandennoù peg, ha goude tamm ha tamm diwar bouez boestoù kartoñs ha levrioù em eus gallet dibradañ ar gouleier nec'h da begañ ouzh ar sol
dre ma oa ret mont buan evit kaout peoc'h n'am eus ket lkaet goulou LED; kavet hepken un transfo halogen em eus graet gantañ ha poanioù a-walc'h e mod-se: evel e Gwidel ma'm eus ivez kemmet gouloù ar sol er sal em strinkañ; kalz sklaeroc'h an traoù ha sañset marc'hadmatoc'h ivez;
dec'h e oamp en amphitrion div eurvezh gant tammoù traoù lipous ken ez eo tremenet an amzer evel ur c'hwitelladenn ha ni hon daouik en ur sal didrouz bannoù heol o tont dre ur prenestr bihan da deurel levenez ar bevar a viz du e touez taolioù arnevez o stumm: ur maen gwenn en ur bed du eta
Setu an amzer o cheñch bep un tammig hag ar wrez o vont kuit neuze ar pezh zo kasaus, rak an dommerez eo ret he lakaat da vont en-dro
No comments:
Post a Comment