Thursday, January 12, 2023

Preder en linenn

 ur pdf emaon o vont d'ober gant holl rakskridoù abanna, pehini oa sklaer dezhañ da belec'h e kase e dreid war-eeun bepred; souezhus eo gouzout e varv ur seurt den, hag em c'houlenn a raer pezh a chomo war e lerc'h implijet da vat ha n'eo ket bruzhunoù dastumet diwar arlerc'hiadoù caddyiou;

siwazh d'un ampoent e rank an den mont en e roud, ur stourmer betek penn ez eo bet hag ur spont eo gwelout na pegen emaberzhet edo evit palioù ha na oant ket mui komprenus diwar ar poent ma oa dilezet amkanioù boutinoc'h hag aesoc'h da gompren: an emsav ha kement zo da laret eo dieubidigezh, dizalc'hiezh, nerzhioù merat, ensavadurioù hag all: perzhioù ur vro emren par d'an holl vroioù all

war ul live all edo em lakaet a-gevret gant un nebeut tud all da gas war-raok ha da uhelaat ur yezh, evel pa vije bet c'hwitet ganti pazennoù zo hag e oa un dever, ur c'hoant, ur c'halvidigezh, ur redi, he c'has en-dro evit brasañ mad ar preder pa ne ve ken, ha war gement tachenn zo eus ar vuhez kempred

ne ouzon ket piw a sammo an atebegezh, ar giriegezh, ar galonegezh hag all, da sevel e boltred rak emichañs e vo amjestr, ha degemeret fall gant tud all a oa enebet outañ hag ouzh kement a rae; ar re-se a chom war o bernig sevenadurezh tremenet, evel pa - ya evel pa, ivez- vije chomet sac'het emdroadur ar bed er bloavezhioù war-lerc'h ar brezel bed kentañ; evel pa vijent bet heuget gant ar brezel ha c'hoant ganto na welout pelloc'h. Dont mat en-dro goude loustoni ar brezel bed kentañ, hag echu. MET AR BED EN DEUS DALC HET DA VONT.

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...