N'eus forzh ar ger, daoust ma vezo bastus muioc'h mui ober implij anezhañ peogwir e teu an dud da vezañ direzon ha mont da heul red an amzer eveljust na c'heller netra enep dezhi - ha gwregel, benel ez eo ar ger?- met mont a raer ivez da heul red ar c'heleier hag ar c'helachoù a bourvezer deomp dibaouez evel glav, kazarc'h, avelioù oc'h ober.
Mont a ra pep hini, gwitibunan, da heul red ar pezh a gouezh warnomp dizehan.
Dav e ve mont er penn a-raok er c'hontrol da red ar ster, hen diskouez a ra buhez ar pesked mat tre. A-wechoù em lezel da vont, met peurliesañ enebiñ ouzh red ar ster. Excelsior da voto, da c'her ardamez.
Neuze eo kregiñ er binvioù ret-holl, en diazezoù diarvar e-lec'h balafenniñ.
AON RAK UDB HA C'HOANT MEMESTRA KEJAN GANTI
KLASK WAR LERC'H UDB DAOUST D'AN AON EM GAVOUT GANTI RAK ENNI HA GANTI EZ EUS POAN BENN DA GAOUT
HA KOULSKOUDE EZ EUS UR REDI O VOUNTAN AN DEN DAVIT AR BOAN BENN A ZO GANT AN DRA A ZO EN E C'HOANAG HAG AN AON .
KOULZ EO LAVAROUT E KLASKER AN AON dle ANDORFINOU LAKAOMP ha war an dro ar goanag e vo torret d'an aon-se, ar pezh a zo gwelloc'h c'hoazh, enepandorfinoù (ANEZHO ANDORFINOU IVEZ A DALVEZ DA VOUT LAOUEN HA DISTANET.
KLASK A RAER AN TAN HAG AN DISTAN WAR UN DRO? PEOGWIR E OUZER MAT E VO DISTAN GOUDE AN TAN.
EVEL AN DUD DISTABLIL O SPERED A GUSTUM TROC'HAN O C'HROC'HEN GANT BEG UR GONTEL PE UR SKALPEL HAG A C'HALV AR MEDISIN GOUDE ...
No comments:
Post a Comment