Thursday, January 12, 2023

emziskouezataerezhioù ar werc'hez

 emziskouez-ioù ar werc'hez

reizh kenañ ar ger kentañ nemet e koller ar silabenn gentañ kent tizhout an hini diwezhañ.

gouzout a raer eo trawalc'h d'ar ger luniet en empenn e ve dezhañ ur penn a-raok hag ur penn-adreñv stabil

neuze e c'heller komz eus ar c'haieroù a oa laret n'oa ket anezho, kavet e kalatrez an It P pehini he doa gwelet ar werc'hez meur a wech hag embannet he c'homzoù.

N'he doa ar vaouez-se gwelet ar werc'hez nemet peogwir houmañ a'n em ziskouezas dezhi abalamour da gas en-dro ur c'hemenn da vout embannet d'ar bed gallek- a zo ar bed bras evel ma ouzer. Neuze he doa hi ranket kaozeal galleg hag an dra-se an hini en doa va lakaet d'he goulennata en aner. Komzet he doa galleg ha netra ken. Pezh oa dibosubl d'am soñj peogwir ne veze nemet yezh ar vro tro-dro ha nebeut tre a c'halleg- gouzout a ran e oa galleg gant tud zo, en o zouez ar re o doa roet bod en o fennoù degemerus da gomzoù sañset ar werc'hez.

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...