Un druez eo an amzer o vont hebiou ken buan all bepred,
Bet on o veajiñ war takad sevel bigi Blavet ma veze gellet gwelout gwez lakaet d'ober ur c'houc'h gant membroù, ur penn a-raoi hag un en a-dreñv hag all...
a-hed bloavezhioù ez eus bet fardet bigi bihan betek an deiz ma voe raktres eus un vras, ur vatimant anezhi keak, 1000 tonnel pe ouzhpenn
Ur vag kenwerzh flanket mar geller larout gant kanonoù a bep tu hag er penn a-raok hag a-dreñv?
Heol ar Reter hec'h anv: heol o vezañ arouez ar roue ha reter o vezañ pal ar veaj du-hont Indez ha me'oar Japon hag all en ur dremen el lark da Vada ha Bourbon.
Ur follenn 'm eus savet gant deiziadoù ha darvoudoù d-b buhez an HER . E-tro 1666 un deiziad aes derc'hel soñj outañ ma voe savet ar c'hevredad ar reter; hag e tro an deiziad-se e oa darvoudoù e Paris o tremen hag e kêrioù ar vro ivez
adkempennet ar Geoded kastel ar spagniz goude em zisgraet diouto, ha roet dezhi ar furm difennoù a zo hiziv war an dachenn: ur pezh mell moger a wareze ar gêr ivez moarvat, deuet da vout anvez Porzh Loiz.
Hennebont ivez oa a-bouez da gentañ hag eno ez oa c'hoarvezet abadenn gant Guise hag all, met goude, eo tost d'ar mor e oa o vont da greskiñ al labourioù hag an difretañ, ar sevel kestell hag ar sevel bigi; ha diouzh ret ar sevel kêrioù, tud o tont diouzh an druilh da labourat eno.
Se oa e-kerzh ar brezelioù a badas tregont vloaz ma komzed spagnoleg galleg anglich brezhoneg hag all ma em zifrete en douaroù an dud da gaout krog war ar c'hêrioù, ken em c'houlenner penaos e c'helle al labour sevel bigi mont en-dro da skouer, pezh a lavar ivez pouez gant kestell emzifenn rak a bep seurt enebourien a c'helle bezañ.
No comments:
Post a Comment