Tuesday, June 13, 2023

HEP DISTRO HEP KOMZ

 EVEL PA VIJE UNAN BENNAK GWELL GANTI CHOM ER GER WAR AR MAEZ!!!

hag chom digomz eus va zu ivez, gant sebezet mik ez on!

Da bennad e oa kinniget din mont d'ur mobilhome bennak met d'ober petra n'ouzon ket; gwell eo ganin chom er gêr, ha bravoc'h e vije bet mont da vord ar mor eveljust: digarezioù da nompas mont, gortoz ur c'hanoë prenet e lec'hienn Lidl nemet ne deu ket.

TRawalc'h on bet o shadokiñ el liorzh hag an tomatez a c'hell azviñ.

Echu eo ar pennad aozañ boued ha degemer ar vugale hag o bugale, kempennet pep tra. Ur sizhunvezh a-bezh eo bet merket din dindan un heol plijus ha gwrez hon eus gortozet e-pad mizioù.

Eveljust ez eus kontet forzhig diwar-benn ar "reoù-all" hag o c'hudennoù ha n'int ket va re ha n'on ket evit ober netra da sikour; ken dezho spiswelout petra zo 'c'hoari er penn kenta, kentoc'h eget kontañ bidennoù. Neuze e welint ez eus krennarded diechu euz ar c'houblad sammet ganto tri bugel, ha ne fell ket dezho bevañ diouzh reolennoù ar wirionez, ar gwirvoudoù: ma ne felle ket dezho ur seurt doare bevañ n'o doa ken nemet


No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...