Dec'h edomp e Gwid, dibaoe un nebeut devezhioù, goude bet e Madrid e-pad tri pevar devezh...hep gallout em brepariñ ken mat ha la karjen bezañ graet. Ha laret din mont d'an Normandie ar sizhun a zeu.
Beuze bremañ...eo hep goulenn e vez kempennet....an gent da zont. Dre zindan a larer.
Dibaoe ur pennad ne ra nemet kreskiñ va santimant ez eus sili ha treid leueoù roet fin da lonkañ.
Eveljust bez en eus -ha faziañ ne ran ket- levezon eben all a oar stlejañ he c'hoar, ha reoù all dre o fri. War bouez kordennoù.
Ne blij ket fin bout rediet, treuzkaset...ha vez hounnezh o komandiñ, e soubl an holl evel hep gouzout dezho.
Trawalc'h!!!.
An disorc'h eo ez eus laret din.... pa c'houlan mont da Wid ez eus ar prejoù evit gouel ar mammoù an tadoù..ha petra c'hoazh. Pretioù zo let dugarezioù ivez ( Boazioù ar familh ha leun ar c'hof, ha dourennoù a vuhez...nag em eus gouzañvet.)
Setu graet he deizlevr hep marc'hata...ha dizaon kinnig mont hon daou, pa n'hell ket mont hec'h unan penn...ar pezh a ginnigan diouzhtu. Met n'eo ket mat an diskoulm se, a yafe fin mat tre. Marteze ne glaskomp ket ar memes tra.
Penaos mont da glevout keleier bet randonet hag ijinet endeo, gant diaz dister dezho. Bad buzz holl e giz am eus klevet...hiziv. Troienn diouzh ar c'hiz.
Penaos em zerc'hel pa z eus unan dreist d'an holl o pouezañ hag o tont a-benn eus kement c'hoant he deus, hag ar re all oc'h asantiñ evel deñved.
Hag ar pellgomzer hezoug zo ur benveg arnevez evit brasañ mad ar ranerezed, ar c'helaouiñ dispos, al levezoniñ
No comments:
Post a Comment