Tuesday, June 13, 2023

Bec'hiadoù trabas er bed bras

 Ha tostoc'h ouzhimp eveljust: kudennoù gant ar re yaouank; kudennoù gwir, ha koñchennoù hep penn na lost, hag a ginniger deomp komz dizale ha dibaouez diwar o fenn he nebet diwar o dibenn.

Me bario vo dibenn dic'hortoz da reoù zo met tevel a zo ret.

Gourzhvrezel a c'heller ober eus ar bountad argadadeg o tremen er mare-mañ goude dismantret ar krakhovna dam, ar reservoir en deus kollet an tri c'hard eus an dour a oa e-barzh, hag ivez ur ganol a gase dour da Grimea. Hep ket a var ez eo ar rusianed o deus graet ken nemet dre ma oa ouez warno da ober udb mallus gant aon ganto c'hwitañ. Met gellet ez eus bet ivez soñjal e oa an ukr penn-kaoz dre abegoù brezel. Diaes eo empentañ kement fiñvadenn vrezelouriezh pe gadoniezh.

Setu int aet war raok gant binvioù nemet ar c'hirri-nij a larer hepken emaint oc'h em zeskiñ d'o bleinañ: an ardivinkoù uhelañ ha priziusañ eo moarvat ha n'heller ket o gwastañ, dibaboù zo d'ober hag arabat e ve em gavout tal ouzh tal gant an enebourien o klask ur fazi a vent etrevroadel: reolennoù a vez d'ar c'hoariadeg vras hag eo arabat o zorriñ. Neuze en vo ar c'hirri-nij nemet goude o c'hoari en oabl da virout ar pezh a vo bet gounezet, an tachennadoù dieubet betek an harzoù.

Diaes eo empentañ ar pezh a vo da heul: lakaomp e ve ar brezel a du gant an ukr ar pezh e vo lakaomp betek kavet ganto adarre o harzoù a dalvoudegezh etrevroadel, hag echu e vo da vat?

Kendalc'het e vo da bouezañ war an alouberien ken na vo cheñchet da vat ha da badout pell o emzalc'h hollveliour en o bro hag o impalaerelouriezh.

Ma ne ya ket a-dreuz ar c'hourzhvrezel o ren: c'hwitadennoù ne gredan ket re, met delanvadoù gwalldaolioù pe diwar nerzhioù dic'hortoz pe diwar taolioù gwidre ken dic'hortoz all. Eveljust e c'heller em c'houlenn ha ne vo ket erevent oc'h emgavout war an dachenn o tont eus ar broioù du pe eus hollveliourien all.

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...