Tuesday, June 13, 2023

deuet eus kemper d'ar gêr

 dav eo gortoz ma vo echu abadennoù warc'hoazh ha goude ez aimp da Wid.

ur mennoz eo bet mont da gemper d'ober un dro hep nep pal nemet mont dont hag un tamm sellout el levrdi hag en outletoù- ha d'ar gêr hep nep tra da zilestrañ

taget eo bet kerbenn rener ar vro aloubet gant an alouberien, keodediz zo bet tizhet, lazhet un dousennad

sañset oa dieubet un nebeut keriadennoù bihan avat met ivez emgannoù kalet moarvat

hor mignon zo vont da rosko a benn pevarzek devezh ac'hann, laouen anezhañ mar gellfe kousket mat bremañ e ve mat ivez...

Digarez e oa ober udb e K, peogwir ur sizhunvezh a-bezh zo art eus meurzh da veurzh...ha brav oa an amzer.Me o lezel da vont ha shadokiñ el jardin.

Bec'hiadoù trabas er bed bras

 Ha tostoc'h ouzhimp eveljust: kudennoù gant ar re yaouank; kudennoù gwir, ha koñchennoù hep penn na lost, hag a ginniger deomp komz dizale ha dibaouez diwar o fenn he nebet diwar o dibenn.

Me bario vo dibenn dic'hortoz da reoù zo met tevel a zo ret.

Gourzhvrezel a c'heller ober eus ar bountad argadadeg o tremen er mare-mañ goude dismantret ar krakhovna dam, ar reservoir en deus kollet an tri c'hard eus an dour a oa e-barzh, hag ivez ur ganol a gase dour da Grimea. Hep ket a var ez eo ar rusianed o deus graet ken nemet dre ma oa ouez warno da ober udb mallus gant aon ganto c'hwitañ. Met gellet ez eus bet ivez soñjal e oa an ukr penn-kaoz dre abegoù brezel. Diaes eo empentañ kement fiñvadenn vrezelouriezh pe gadoniezh.

Setu int aet war raok gant binvioù nemet ar c'hirri-nij a larer hepken emaint oc'h em zeskiñ d'o bleinañ: an ardivinkoù uhelañ ha priziusañ eo moarvat ha n'heller ket o gwastañ, dibaboù zo d'ober hag arabat e ve em gavout tal ouzh tal gant an enebourien o klask ur fazi a vent etrevroadel: reolennoù a vez d'ar c'hoariadeg vras hag eo arabat o zorriñ. Neuze en vo ar c'hirri-nij nemet goude o c'hoari en oabl da virout ar pezh a vo bet gounezet, an tachennadoù dieubet betek an harzoù.

Diaes eo empentañ ar pezh a vo da heul: lakaomp e ve ar brezel a du gant an ukr ar pezh e vo lakaomp betek kavet ganto adarre o harzoù a dalvoudegezh etrevroadel, hag echu e vo da vat?

Kendalc'het e vo da bouezañ war an alouberien ken na vo cheñchet da vat ha da badout pell o emzalc'h hollveliour en o bro hag o impalaerelouriezh.

Ma ne ya ket a-dreuz ar c'hourzhvrezel o ren: c'hwitadennoù ne gredan ket re, met delanvadoù gwalldaolioù pe diwar nerzhioù dic'hortoz pe diwar taolioù gwidre ken dic'hortoz all. Eveljust e c'heller em c'houlenn ha ne vo ket erevent oc'h emgavout war an dachenn o tont eus ar broioù du pe eus hollveliourien all.

HEP DISTRO HEP KOMZ

 EVEL PA VIJE UNAN BENNAK GWELL GANTI CHOM ER GER WAR AR MAEZ!!!

hag chom digomz eus va zu ivez, gant sebezet mik ez on!

Da bennad e oa kinniget din mont d'ur mobilhome bennak met d'ober petra n'ouzon ket; gwell eo ganin chom er gêr, ha bravoc'h e vije bet mont da vord ar mor eveljust: digarezioù da nompas mont, gortoz ur c'hanoë prenet e lec'hienn Lidl nemet ne deu ket.

TRawalc'h on bet o shadokiñ el liorzh hag an tomatez a c'hell azviñ.

Echu eo ar pennad aozañ boued ha degemer ar vugale hag o bugale, kempennet pep tra. Ur sizhunvezh a-bezh eo bet merket din dindan un heol plijus ha gwrez hon eus gortozet e-pad mizioù.

Eveljust ez eus kontet forzhig diwar-benn ar "reoù-all" hag o c'hudennoù ha n'int ket va re ha n'on ket evit ober netra da sikour; ken dezho spiswelout petra zo 'c'hoari er penn kenta, kentoc'h eget kontañ bidennoù. Neuze e welint ez eus krennarded diechu euz ar c'houblad sammet ganto tri bugel, ha ne fell ket dezho bevañ diouzh reolennoù ar wirionez, ar gwirvoudoù: ma ne felle ket dezho ur seurt doare bevañ n'o doa ken nemet


Tuesday, June 6, 2023

Brav dispar an amzer e Gwid....neuze eo distreiñ da Gergroaz!!!!!!!!

 Dec'h edomp e Gwid, dibaoe un nebeut devezhioù, goude bet e Madrid  e-pad tri pevar devezh...hep gallout em brepariñ ken mat ha la karjen bezañ graet. Ha laret din mont d'an Normandie ar sizhun a zeu.

Beuze bremañ...eo hep goulenn e vez kempennet....an gent da zont. Dre zindan a larer.

Dibaoe ur pennad ne ra nemet kreskiñ va santimant ez eus sili ha treid leueoù roet fin da lonkañ.

Eveljust  bez en eus -ha faziañ ne ran ket- levezon eben all a oar stlejañ he c'hoar, ha reoù all dre o fri. War bouez kordennoù.

Ne blij ket fin bout rediet, treuzkaset...ha vez hounnezh o komandiñ, e soubl an holl evel hep gouzout dezho. 

Trawalc'h!!!.

An disorc'h eo ez eus laret din.... pa c'houlan mont da Wid ez eus ar prejoù evit gouel ar mammoù an tadoù..ha petra c'hoazh. Pretioù zo let dugarezioù ivez ( Boazioù ar familh ha leun ar c'hof, ha dourennoù a vuhez...nag em eus gouzañvet.)

Setu graet he deizlevr hep marc'hata...ha dizaon kinnig mont hon daou, pa n'hell ket mont hec'h unan penn...ar pezh a ginnigan diouzhtu. Met n'eo ket mat an diskoulm se, a yafe fin mat tre. Marteze ne glaskomp ket ar memes tra.

Penaos mont da glevout keleier bet randonet hag ijinet endeo, gant diaz dister dezho. Bad buzz holl e giz am eus klevet...hiziv. Troienn diouzh ar c'hiz.

Penaos em zerc'hel pa z eus unan dreist d'an holl o pouezañ hag o tont a-benn eus kement c'hoant he deus, hag ar re  all oc'h asantiñ evel deñved.

Hag ar pellgomzer hezoug zo ur benveg arnevez evit brasañ mad ar ranerezed, ar c'helaouiñ dispos, al levezoniñ


ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...