Wednesday, July 26, 2023

c'hwitet war ur sizhunvezh e penn kentañ mezheven met gouere ok dibaoe

 graet hon eus hor mad eus an avel a redias ac'hanomp da gavout repu e traonienn al Laïta, un aber eo ma sav ar mor betek pellik da gaout Kemperle (lec'h ma kej diw stêr ha ma teue listri kenwerzh da zouarañ da bourchas marc'hadourezh

betek an abati anvet st Moris n'eus anezhañ nemet dilerc'hioù, trawalc'h avat da brouiñ ez eus bet eno ur vuhez arbennik

betek an abati hon eus beajet war ganoe ha kavet dispar an tamm kentañ eus an avantur, evit dont endro avat e oa red gant an dour hag avel a-benn met pas re greñv holl evel am boa bet 30 kmh an dro gentañ am boa graet da gaout Beg 'n Enez; oufig m'am boa kiet da zont er-maez war va flanken paddleboarding

baleadennoù hon eus graet ivez ha pa oa ar wrez holl e broioù ar c'hreisteiz e oa brav h klouar deomp

gwashaet an abadennoù gant tangwalloù e-leizh dre ar bed a-bezh, hag ar glav du-mañ ha nebeut a dommder, hag heñvel e vo miz eost?

Bet o welout Openheimer e galleg, met spi am eus e vo gwelet ivez e saozneg un deiz bennak

Emañ Cossecos e bro Spagn- deut e oa Num ha Lol da baseal daou zevezh e Gwid, ma o deus bet war varc'h war vor -jetski; er c'heit-se ez edo ur c'horf marv kaset degaset tu bennak en draonienn gant kas degas an dourioù: ur c'hrennard dilezet gantañ e ganoe hag e draoù war an traez evit neuial met siwazh sammet gant red an dour dindan lagad testoù ha n'eo ket bet adkavet c'hoazh-warlene eo teir sizhun oa ret gortoz!

Arm zo o chaokat e basianted, bremañ ma eo bet lamet e chupenn vezegiel deut diezhomm, e chom buket e zaoulagad war c'hourc'hemennoù diwezhañ ar vedisinourez a Rosko: tamm heol tamm karr-nij tamm etc aotreet, dav dezhañ gortoz ken a vo ar bloaz a zeu

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...