n'eo ket echu ar miz kentañ hag...eo, eo echu eo! Kentañ a viz c'hwevrer anezhi hiziv- ar benelnepgour ha n'eo ket brav an dra-se?
bet omp e land e selaou unangomzoù piv a ouezan, azezet start ha sirius he fenn hag o ren ar gaoz, distripañ anaoudegezhioù a bep seurt ha taolioù kaer; rouanez ar baradoz me-oar-pep-tra e bro ar gwirionezioù dibabet, divizet, didoueziet. Dav oa chom sioul ha peoc'h ha klask fentigellañ rak e mod-se ne vezer ket sachet da enebiñ
betek, fentusat abadennig, larout e ouient rak eñ ivez neuze war e dammig tachenn: anaout an holl gwitibunan eus ar vreudeur, nemet unan- pehini a anavezen dreist d'ar re all dre ma teue du-mañ hag all. Ne vijen ket bet kredet. Er c'hontrol e veze laret din e oan ar breur all hollvrudet 'ni oa gant e vagazin eno ha n'eo ket radio bobard. Me anaveze 'neañ. Deut on a benn dre glaks an anvioù bihan war ar rouedad kea, e-tro 1950 ha goude e-tro 1900 zoken hag a-greiz-holl eo deut war c'horre e klote an anv bihan berr ha mil anavezet edon o paouez lenn
priz, rak eus gwenneien ez eus kont eveljust alies, ur veaj dre garr-nij ha na oa ket pezh oa dleet
talvoudegezh arc'hant an amiral ivez oa marvet e wreg hag all
ha pegement vez tapet gant hemañ pe hennezh a oar gounit er yalc'hva, en nevid
alies mat gwenneien lufrus ha lugernus ha ponner
ar peurrest finveier, sine kea, ha tv series ar re goshañ dispar kenañ n'eus ket mui a aktourien, ne ve ket mui graet seurt filmoù, ha na pegen fentus hemañ pe hennezh a glever bewech ma 'n em gaver kevret, met gant tud all ivez, un efed rummad e tle bezañ pe remzi; pe o koshaat emañ ar boued empenn
an dud fall o jeu evit abeg pe digarez ne ra forzh ez eus displegadurioù mil lavaret pe ar bloaz mañ pe er bloavezhioù all; e-giz-se emaint ha me oar perak hag all ha'larin ket deoc'h; hen'n deus laret din
BREZEL degaset e vo tankeier goude ar c'hoari etre alamagn hag usa hag ar broioù baltek
kirrinij a vo ezhomm ivez ha muioc'hik a vannadelloù: peseurt ger implijout evit kement a nij hag a flast, n'eo ket kalonekaus
HEOL 'aimp da glask e lanzarote, poent eo
No comments:
Post a Comment