Un taol esa em boa graet ar mintinmañ, ergentaou kea, ken lakaat un tamm dastroc'het diouzh Quora em blog Khamsin ha souezhusat dizoloadenn setu ma ez eo bet nac'het ar c'hoari: "contenu non autorisé": a betra oa anv: eus brezel Ukrainia 'ni oa kont gant un rusiad bet ministr hag a lavare eus a daou dra unan: pe'vo asantet ganto plegañ hag anzav ez int koll ha dont en-dro da vevennoù a-raok an "abadenn arbennik" - ar pezh ne raint ket- pe neuze brezel holl betek penn penn-da-benn.
Er penn kentañ mar soñje dezho e vefe echu en ur ober un nebeut devezhioù: lakaet o skilfoù war an holl vro en he fezh, dispennet ar c'houarnament, ha lakaet en-dro un argerzhadenn diouennañ an nazied pe me'oar...ez int bet didouellet...
He me mar soñje din e savfe bec'h buan hag e vefe rediet broioù estren Kornog dont war c'horre an dachenn aloubet ha kas kuit ken aes ha tra an alouberien ez on bet souezhet ivez rak ne ouien ket ha den ne ouie reolennoù ar c'hoari nevez.
Dindan aon rak ostilhoù brezet drastus ez eus bet klasket kavout peseurt reolennoù a vefe heuliet gant an daou du ha degemeret gant ar broioù all ar pezh a anver ar gumuniezh etrevroadel.
Ha se a c'houllo amzer eveljust: degas armoù forzhig, ur bern, eus ar re wellañ eveljust, met ivez ar re goshañ peogwir e oa diouto ha marc'had mat ha gant pezhioù sikour prest da vezañ pourvezet hag all.
An dra-se holl dindan evezh rak chom hep isañ re an enebour; hep reiñ mezh dezhañ, farsus eo lavarout seurt traoù diwar benn tud divezh penn-da-benn, hag a lavar un dra hag a ziskouez un dra hag a ya war-raok divezh groñs oc'h ober dres e mod-all: kontañ kevier a reont hep aon da vout dislavaret en o bro, ha se zo trawalc'h d'o lakaat laouen; er-maez eus o bro ne reont forzh. Un dra zo sur: eus globaladur e vez anv dibaoe ungent vloaz met e lec'hioù zo ned eus anv nemet eus bevennoù: souezhet on bet o lenn dec'h ur pennad ma lared fraezh ha pervez e faote d'an impalaeriezhoù e vefe bevennoù etrezo hag ar re all. Nemet war un dro ec'h ouzer emaint o'n em silañ e pep lec'h er bed, er c'hevandirioù pellañ eus o bro orin zoken, ha dreist-holl.
No comments:
Post a Comment