Kegin ha keginerez en ul lec'h kempennet a-ratozh gant poell ha skiant, diwall ouzh an divhar pa vez izelaet golo ar walc'herez listri
En oabl e'n em gavo kirri-nij o troiata, ul lec'h d'o spurmantañ eo goude m'o deus graet o c'horn-tro en dremmwel; gouloù ha sklerijenn ha tommijennoù ivez a vo moarvat
Amañ e tebrer dindan an amzer hag ivez dindan an disheolier nepell diouzh amezeien sioul moarvat.
Al luc'hskeudenn-mañ a zo flour d'am daoulagad rak ur sellad divoas eo ouzh toennoù kompez, linennoù a-blad ha didorr, ha plijout a ra din kenan.
Nebeut a dra da lavarout nemet e vo klasket moarvat un deiz sevel ur strinkerez dour a-serzh. Un doare simpl ha diginkl a zo ha doareoù koustusoc'h ( a vo anv anezho moarvat rak al louarnez a oar ar stek da vont betek penn he mennadoù.)
Gwele da sevel en e blas goude hanterenn miz Even.
Dilabour ha didrabas ha didorr ar vuhez. Piw ar mestr en ti?
Se oa a-raok ma ve bet diac'hubet an daol bounner spontus ha lakaet re all e plas.
E lec'h all eo memesmod ar brevial nepell eus an daouarnioù.









No comments:
Post a Comment