Goude un dek bennak a zevezhioù heoliet kaer ma tegemeris bugelig ar burzhudoù a heuliemp e zanevelloù war skrammoù whatsap ha ma hon eus bet ar blijadur divent da welout, ha santout, ha sevel en aer, da glevout ha da lakaat ersaviñ ouzh sonioù hor mouezhioù, ouzh allazigoù flour hor c'homzoù: kerzhout, heuliañ talmoù ar sonerezh ha kement zo ha hement zo.
Un tammig distan gant an amzer, ur weladenn lannurvaniz: na ranell, na beliek da c'houzout, da c'houlennata ha barn ha burutellañ hag ober gwrac'helloù gant pep tra. Tud a anavezomp; n'eo ket gwir-tre; lakaet omp d'o anavezout ha ne gavan ket se reizh...
Ni ivez a vez goulennataet ganti ha sur-mat hep ket a var nag a arvar eo memesmod e ti an dud all ma 'n em gavont, ma'n em zispakint, ma tanevellint hor buhezioù dre ar munud hep nebeutoc'h a aked eget n'ez eus lakaet evidomp-ni. N'am eus ket c'hoant gouzout kement-se a nevezentioù divalav pe diaes pe torr-penn; trawalc'h gant tu mat an traoù, hag a gas an traoù war-raok evit an holl.
Evit tu teñval an traoù o sellout tud a anavezomp, pe omp lakaet da anavezout, eo startoc'h ar c'hoari:
Ha plijout a rafe dezho e vije diskuliet da gement-se a dud o diaesterioù; d'ober petra?
Mar kejfemp ganto hag-eñ e vent plijet o kontañ an darvoudoù-se deomp?
Petra a aotre unan a zo bet kontet dezhi an traoù-se d'o bountañ pelloc'h?
No comments:
Post a Comment