Friday, June 18, 2021

GWID HA TROWARDRO wherabouts

 

Kegin ha keginerez en ul lec'h kempennet a-ratozh gant poell ha skiant, diwall ouzh an divhar pa vez izelaet golo ar walc'herez listri
En oabl e'n em gavo kirri-nij o troiata, ul lec'h d'o spurmantañ eo goude m'o deus graet o c'horn-tro en dremmwel; gouloù ha sklerijenn ha tommijennoù ivez a vo moarvat
Amañ e tebrer dindan an amzer hag ivez dindan an disheolier nepell diouzh amezeien sioul moarvat.
Al luc'hskeudenn-mañ a zo flour d'am daoulagad rak ur sellad divoas eo ouzh toennoù  kompez, linennoù a-blad ha didorr, ha plijout a ra din kenan.
Nebeut a dra da lavarout nemet e vo klasket moarvat un deiz sevel ur strinkerez dour a-serzh. Un doare simpl ha diginkl a zo ha doareoù koustusoc'h ( a vo anv anezho moarvat rak al louarnez a oar ar stek da vont betek penn he mennadoù.)
Gwele da sevel en e blas goude hanterenn miz Even.
Dilabour ha didrabas ha didorr ar vuhez. Piw ar mestr en ti?
Se oa a-raok ma ve bet diac'hubet an daol bounner spontus ha lakaet re all e plas.
E lec'h all eo memesmod ar brevial nepell eus an daouarnioù.

Diaesterioù

Fell ket din mont da baris evit dysney....

Selaou konchennoù db an hevelep tud, evel a vije ur series, nemet ez omp lakaet lodek enno...hag e vo kontet diwar hor penn ivez e ti an dud all. Anat.

Fell ket din abusiñ va amzer gant selaou randonerezh

Ha tal-kichen tud en o daouarnioù c'hoarielloù evito o-unan da ziverr amzer

Ha te a c'hortoz en o c'hichen ken na savint da vont lec'h ma karint, hep derc'hel kont eus da zivizoù

Heuliañ asantiñ soublañ...dizehan

Hag evel ebarzh ar series, lammat d'an abadenn a-heul,e ez out plijet pe get, dibaouez.

Neuze, petra zo da zont. Ouezan ket met bec'h a vo.

An DEIZIADOU lakaet din evit ar glenmor zo bet lakaet da stankañ toulloù; met n'eus doare reizh ebet, n'eus emgav, emvod ebet: pep hini zo en e gorn; ha mar'd eus tud o'n em gavout kevret tu bennak, poent bennak ne ouezan netra war an divoud; kevrinus e chom, kuzh kazimant. Fentus.


Thursday, June 17, 2021

Inde fin de courbe??!!

 chez Maudrux, on voit la même pente décalée en France par rapport à l'Inde... Curieux.

Il estime que cela va dans le sens de l'efficacité de l'ivermectine.

Il est vrai que le terrain et les populations concernées sont un terrain d'expérimentation qui paraît idéal.

Comment appréhender la réalité?

Comment raisonner?

Et que faire ensuite?

Supposons justement que ivm a fait la différence.... Alors l'avenir sera radieux rapidement et sans les vaccins... Et si reprise il y a du fait d'un variant, ivm.... Et c'est bon. Maudrux.

Sinon ....gare....Retour à la case zéro.

Arnev ha toufor en amzer hag en dud

 Goude un dek bennak a zevezhioù heoliet kaer ma tegemeris bugelig ar burzhudoù a heuliemp e zanevelloù war skrammoù whatsap ha ma hon eus bet ar blijadur divent da welout, ha santout, ha sevel en aer, da glevout ha da lakaat ersaviñ ouzh sonioù hor mouezhioù, ouzh allazigoù flour hor c'homzoù: kerzhout, heuliañ talmoù ar sonerezh ha kement zo ha hement zo.

Un tammig distan gant an amzer, ur weladenn lannurvaniz: na ranell, na beliek da c'houzout, da c'houlennata ha barn ha burutellañ hag ober gwrac'helloù gant pep tra. Tud a anavezomp; n'eo ket gwir-tre; lakaet omp d'o anavezout ha ne gavan ket se reizh...

Ni ivez a vez goulennataet ganti ha sur-mat hep ket a var nag a arvar eo memesmod e ti an dud all ma 'n em gavont, ma'n em zispakint, ma tanevellint hor buhezioù dre ar munud hep nebeutoc'h a aked eget n'ez eus lakaet evidomp-ni. N'am eus ket c'hoant gouzout kement-se a nevezentioù divalav pe diaes pe torr-penn; trawalc'h gant tu mat an traoù, hag a gas an traoù war-raok evit an holl.

Evit tu teñval an traoù o sellout tud a anavezomp, pe omp lakaet da anavezout, eo startoc'h ar c'hoari: 

Ha plijout a rafe dezho e vije diskuliet da gement-se a dud o diaesterioù; d'ober petra?

Mar kejfemp ganto hag-eñ e vent plijet o kontañ an darvoudoù-se deomp?

Petra a aotre unan a zo bet kontet dezhi an traoù-se d'o bountañ pelloc'h?

Thursday, June 3, 2021

dibenn sizhun ha prantad diw sizhunvezhiad abadennoù gant bugale ha bugale vihan

-kudennoù: issues -ober skubelladoù fri evit gouzout hag eñ ez eus virus e-barzh

-penaos merat ar monedoneoù diniver, ar c'hoantoù dic'hortoz, an amzer ha'deus an aer da vout goloet goude bout bet arnevek

-pezeiz ha penaos em zieubiñ da vont d'ar greizenn vaksinañ: pelec'h pe e Gouareg pe e Karaez

-hag eñ ez aimp da Wid ?

-petra kinnig dezho?

LIORZH HA C'HOARIELLOU  taboulin soupl ha blot

kanetennoù karr-nij   Poull traezh a vank met tu vo mont d'an aod ?: DAV EO DASTUM AN TRAOU MAN EN UL LEC'H A-RATOZH

Tuesday, June 1, 2021

gwenilied Voyage voyage.....

 


attention au variant et à la variante


 

boss et mon aide et échange

  sur dates proposées ...

et en fait la table est toujours là , celle de demi tone

comment allons nous procéder? Je me refuse à  descendre ce qui est démonté en bloc

il faut descendre sans danger

Pour ce qui est de monter la nouvelle... diable et tranche en traînant 

entrée à  protéger 

glisser jusque ascenseur

traîner encore ,  utilisation de ficelles et courroies...

on verra dans deux jours...

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...