Ar mintinmañ 'm eus klevet Bfm, ral eo, met ar paotr gant ar brofessourez siwar benn ar brec'hiennoù se a dalveze e bouez a aour!
Eus un tu ur c'helaouenner anavezet gant e nerzh hag e zoare prezegenner ha barner war un dro, hag eus an tu all ur vaouez ganti sonerezh an deiz a hiziv : dav eo kemer krog war gement brec'hienn zo kinniget deoc'h.
Diret eo, ar choaz a chom ganeoc'h met dav eo ober eveljust. Hag ar buanañ ar gwellañ. Gwir.
Pezh zo! n'eus ket ar memes pouez-traoñ e pep lec'h: du-mañ ne glever ket kalz a dra hag e-pad ur bloavezh ne oa nemet gant keleier e oa kontakt. Kement ha ken bihan ma vez graet stad bemdeiz e kement journal tele zo eus hon departamant...ma emañ prizioù an tiez war greskiñ dalc'hmat ha pres gant an du d'o frenañ ouzhpenn ken ne vezont ket vizitet ma vezont prenet. Peur ha penaos ec'h echuo an ergerzh se n'ouzon ket.
Mad, e-giz-se e weler war ar skramm bruderezh kalet evit mont da gaout AZ a ouzer ez eus ur riskl ganto memestra, arabat farsal,daoust da vezañ izel niver an dud taget, n'eo ket side-effects dister ez eo. Spontus eo zoken ha ne lavarer ket splann peseurt tud a vez taget; poent zo bet oa ret bout yaouank ha na gemer ket ar bilulenn da skouer, ha goude ez eus bet tud all: un doare civd zo gant plaketennoù izel eo ar c'hleñved diwar enepkorfoù deut a-drugarez d'ar vrec'hienn; penaos gouzout gant piw ez ay ar maout?? Re vras eo ar riskl ennañ e-unan d'am soñj nemet ha pres bras a ve hag efedusted anat da heul ha doare all ebet, ar pezh n'eo ket sur. Gortoz a c'heller, ha choaz zo d'am soñj.
No comments:
Post a Comment