Kentañ kevrenn
Er bloavezh 182...a lavaras va breur, pa zistroas va mab eus ar skolach, ez is gantañ e Leon da welout kerent va gwreg? Daou abeg am boa evit ober ar veaj-se: ar c'hentañ, evit anaout ha studiañ bevidigezh ha boazioù ar vro e pehini e vennen mont da finvezañ va buhez; d'an eil, evit habaskaat hag aozañ kalon va mab, hag e lakaat rag-eeun e bezañs e gerent a Vreizh-Izel, holl tud simpl ha labourerien douar, pe tud diwar ar maez, mes tud vat ha vertuzus hag a bere liammoù ar gwad a dlee naturelmant e zougen da garout ha da zoujañ en desped e zoare un tammig uhel ha faeus; rak an den yaouank evel kement ar re eus e oad hag eus e gantved a oa balc'h ha rok. Kelennet en ul lise kozh, n' aotrene ha ne anaveze dellid da zen nemet d'an hini a oa desket ennañ, ha diouzh e vennozh n'oa netra graet mat e Frans araok ar revolusion. didalvez e oa komz dezhañ eus ar burzhudoù hag ar penn-oberioù a bep giz a amzer Loeiz 14. Disant oa da bep tra, pe, evit lavarout gwell, e serre e zaoulagad war kement a draoù kaer. Hag evel-se touellet, e klaskis en aner en ur dremen folgoad e lakaat d'arvestiñ an edifis kaer-se, e gwirionez, din eus largentez hor priñsed kozh. Ar paour kaezh den yaouank dall! disantus e oa d'ar burzhudoù eus an tourioù, an aoterioù hag ar werenn vras-se ken brav ha ken hardizh. Arvestit da vihanañ, a lavaris dezhañ, ar chantele kaer-mañ, al labour sklaer a dantelezh kaer mañ savet war pilerioù ar re wanañ, ornet a gustodoù a skeudennoù hag a aournamanchoù all manifik. Ha ne seblant ket deoc'h e ve ar maen didroc'het e-giz karton pe mezet e-giz koar bouk? Sellit ouzh ar porched-se, ha ne ve ket lavaret e ve deilioù ur wenienn, ar brankoù rezin, kordennet, korvigellet etrezo, skultet er mein memes, o redat er garannoù an orfevr! Ar re-mañ da vihanañ, pere o deus graet al labour ken kaer-mañ, a unane ar c'hompas hag ar skouer, ha a ouie o unaniñ, evel a lavarit, gant ar spered hag an dorn. Mat! tud gwir, Bretoned Breizh Izel, ho kourdadoù, oant koulskoude ar re-se a bere e seblantit ober ken nebeut a gaoz, hag a bere, e tlefec'h en em c'hlorifiañ m'ho pe an disterañ santimant a enor hag anaoudegezh eus ho tud kozh.
Sklaeriet dre va rebechoù, hag erruet e keñver kastel KerYann, a behini en doa klevet komz gant avantaj gant unan eus e gendiskibled e tiskouezhas din ar c'hoant d'arsaviñ eno ur pennad evit diarvestiñ ha gwiriañ drezañ e-unan hag-eñ oa ken kaer ha ken kreñv evel a oa lavaret dezhañ.
Eur chañs vat a favorizas ac'hanomp. En ur antren, e voen saludet e giz un den a vrezel gant ar c'hentañ a rankontrjomp e-barzh. Ar salud breurek-se a roas din da grediñ e oan en em gavet en ur vro a anaoudegezh, hag hep feson nag enklask pe eñ a oa ar mestr pe an evezhiad eus ar c'hastel, er pedis da ober din e anaout, hag an dalc'hioù a oa stag outañ, ha pere a seblante din bezañ eus ar re gaerañ. A greiz va c'halon, emezañ, gant sevenidigezh, ma ne vije ket an aotrou pehini a zo o pesketa war bord al lenn galloudekoc'h evidon-me da gontantiñ ho koulenn war gement-se. An aotrou a zo un den dereat bras, hag en em bropoziñ a ran d'hoc'h ambrougañ dezhañ hep aon ebet eus ho perzh d'e zirenkañ.
Heuliañ a rejomp eta gant hardizhegezh hon bleiner dereat.
An dianav hon degemeras gant dereadigezh bras hogen koulskoude hep hini eus ar boazioù-se a zo kentoc'h merkoù eus ur sevenidigezh faos eget ur garantez wirion ha naturel.
Ur c'hozhiad a bouez e oa, hogen er memes amzer unan eus an dud ouzh a bere an dremm eürus a lez lenn var vizaj ar mennozhioù, hag a bere an holl bennozhioù a ve grasius ha karantezus. Un aer chouek feltred war e holl dailhoù a ziskoueze kaernezh e ene; seblantout a rae kaout truez ouzh an dud reuzeudik ha diskleriañ dezho ur frealzer. En ur ger, anaout a raed ennañ, a-ziaraok, e oa ar Brovidañs eus ar c'hanton.
Amañ emaoc'h, a lavaras en ur vousc'hoarzhin, hag en ur sellout ouzh va mab, en ur vro a deneridigezh, e kreiz ar marchellus feeri, hag e pelec'h pep tourel eus ur c'hastel a zigas d'an eñvor ar beajer karantezus ha touellet, ar skeud eus harozer eurus ur romans pe hini ur verzherez eus ar c'hrisañ mac'her. Hag evit gwir, piv, panevet ar goun eus an dalc'hioù feodal, ne garfe enoriñ an aktoù a garantez, a gadelezh hag a fouge eus ar marc'hegiezh kozh? Reniñ a rae en he hol sked e lez ar briñsed a Vreizh, er greoù kozh mañ.
Hogen, lezomp a gostez ar bed kaer eus a vec'h all, hag arvestomp ar pezh a chom c'hoazh eus ar c'hastel kaer eus a Gêr-yann a Goatanskour, pehini eo an objet eu ho kuriiozite, ha pehini azellez a bep tu bezañ arvestet.
Kastel Ker Yann Koatanskourr a voe brudet gant rezon evl ar c'haerañ hag ar brasañ el Leon araok ar Revolusion.E superb tour kreiz o vezañ diskaret er bloavezh 1600 dre urzh Herri 4 ha war c'houlenn ar Stadoù, hemañ a voe savet a nevez evel ma en gwelit bremañ, er bloaz 1618, gant Renan Aotrou a Ger Yann, marc'heg a urzh Sant Mikeal ha denjentil eus a gambr ar Roue Loeiz 13 pehini a erijas douar Ker Yann e markizach, e faveur Renan Barbier pehini a zimezas da Vari Parzeveau, , itron a enor ar rouanez. Ur mab o doe anvet Fañch, pehini a zimeza da Gatell Gwezbriant, ha bugale all a bere al lignez a voe reduizet en ur brank hepiken e personach Claoda Mari Barbier, kont a Leskoat ha markiz a Ger Yann e 1748. Hemañ en doe meur a grouadur eus e zimezi gant Perrina ar Borgn eus a Leskiffioù, hogen holl e varvjont dishêr, hag ar markizach a Ger Yann a baseas e familh Koatanskourr, a behini al lignez gwazek a finvezas d'he zro e 1759. Dre ar marv a Aleksandr Pao vinsant a Choatanskourz, ar goshañ eus e verc'hed, anvet a c'houdevezh an itron a Ger Yann, a zimezas d'an aotrou Kersaozon Breizhall pehini a gemeras an anv a Goatanskours, denjentil dister genidik a a gleder, mes e gwirionez, hag hervz al lavar gadal eus ar c'hastel, ur gannad kaer eus ar garantez. An itron a goatanskours a oa koulkoude, e-keit ha ma c'haller el lavarout, ar pezh a c'halved neuze un itron uhel ha galloudus bras, balc'h meurbet eus he noblañs hag eu he danvez, hogen ivez, hervez an doare, santus bras a gened he gwaz. Koulskoude oc'h en em soumetiñ da lezenn ar briadelezh, ne falvezas kammed dezhi konsantiñ e vije he anv kaer trec'het gant hini he fried, pehini a oblijas da gemerout he hini. Bezaén oa, a hent all, ur wreg a'r wellañ, ha merzheriet eo bet, evel m'he deus hen lavaret hec'h unan, abalamour d'he anv kaer, hag evit he 80.000 livr a leve. Outi eo e c'houlenn komz an aotrou Keratry en e romañs eus an diwezhañ eus ar Beaumanoired.
Blog 2024 medical english --(Rolling stones gather no moss, but snowballs get bigger and bigger )
Tuesday, September 22, 2009
Subscribe to:
Post Comments (Atom)
ROB back to Bg
We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...
-
We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...
-
pellgomzet em eus ha nay on o vezañ chomet keit all anez ober se; chom hep ober' heller laret ivez; sañset eo dre n'oa ket neves ae...
-
Gara Suites g n spa Arona calle landa golf 6 playa de las américas IMPORTER LA CARTE ATTRACTIONS Arona Beach Park 1,6 km Teide...
No comments:
Post a Comment