Kentskrid
Leoniz,
A viskoazh hoc'h eus bet ar brud da garout ho pro dreist hini all er bed, hag evit derc'hel hag heuliañ ar boazioù kozh. Hogen petra bennak ma c'hell pep den a galon karout e vro hep he anaout mat, he c'harout a ra c'hoazh muioc'h pa gav ez eo a bep tu dellezek eus e garantez. Er rat -se em eus skrivet al levr-mañ. E gwironez, kalz ac'hanoc'h o deuz hiziv an deiz beajet hag a oar ul lodenn a vurzhudoù o bro. Mes, allas, mar kaver kalz a sorti eus hor bro evit kaout ar blijadur da welout al labourioù ar re vrudetañ, o bizitañ hag o arvestiñ war al lec'hioù memes, mui a zo c'hoazh en hon touez ha n'o deveus nemet an disterañ anaoudegezh eus an traoù dibaotañ eus ar Revolusion. Gwir eo, penaos kalz ac'hanoc'h a zo re yaouank evit bezañ anavezet an amzeroù dizeurus-se, ha penaos ivez memes an darn vuiañ eus an dud hoalet n'o deveus ket gwelet nemet ar pezh a zo tremenet dirak o daoulagad ha n'o deus klevet an aliesañ nemet danevelloù spontus pe faos. Mennet m'eus 'ta e c'hellje al levr-mañ plijout deoc'h; da gentañ, dre ma tesk deoc'h e berr gomzoù ar burzhudoù ar re vrudetañ eus ar c'hanton; ha d'an eil, dre ma vennomp ivez e ve joa bras gant pep hini anaout ar pezh a zo tremenet a zebronusañ en e garter.
En em gaout a ris dre chañs e kastel Ker Yann Koatanskour e kevret ur strollad bras a dudjentil. An amzer a oa tomm bras, hag o c'hedal an heol da zinerzhiñ ez em lakejod da zanevelliñ istorioù. Erruet tro ur c'hoziad hor pedas da dostaat outañ, d'en selaou gant arvest, rak emezañ an istor am eus da zanevellañ deoc'h, eo hini ar c'hastel-mañ, hini e vistri gozh, hini al lec'hioù ar re vrudetañ tro war dro, ha buhez un den dianavezet a zeu alies d'he hentañ, hag a zo bet danevellet d'am breur gant an dianav e unan.
Pep hini a dostaas outañ en ur sioul bras; hogen un itron yaouank, dre he natur debronus meurbet, o vezañ, e giz un arsodez, goulennet digantañ ha gwir e oa an istor ez ae da zanevelliñ deomp, peotramant ur vojenn, e respontas dezhi: selaouit da gentañ, Itron, ha ma arvarit goude-se, keit ha ma oc'h war al lec'h e c'hellot ober eveldon, rak e anzavout a ran penaos war zanevel va breur on deuet amañ a-ratozh evit gwiriañ drezon va unan an darn vuiañ eus an traoù danevellet en istor-mañ ken asrec'hus ha ken gwelvanus.
Hervez an ali-se, pep hini a chomas sioul , hag hor c'hozhiad a zeraouas e istor evel-henn.
Blog 2024 medical english --(Rolling stones gather no moss, but snowballs get bigger and bigger )
Subscribe to:
Post Comments (Atom)
ROB back to Bg
We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...
-
We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...
-
pellgomzet em eus ha nay on o vezañ chomet keit all anez ober se; chom hep ober' heller laret ivez; sañset eo dre n'oa ket neves ae...
-
Gara Suites g n spa Arona calle landa golf 6 playa de las américas IMPORTER LA CARTE ATTRACTIONS Arona Beach Park 1,6 km Teide...
No comments:
Post a Comment