Wednesday, November 4, 2009

glav e miz du

un dek devezh zo bennak oa glav oc'h ober a benn ar fin ha roet lañs d'am letonenn endro dre chañs kent d'an delioù kouezhañ a vernioù warni
hiziv ivez glav oc'h ober druz fenozh ha nid deuet d'ar gêr eus Gwen,, goude bet oc'h ober un dro e Kêr
bugale vihan laouen ran

Tuesday, September 22, 2009

Kastel Ker Yann

Kentañ kevrenn
Er bloavezh 182...a lavaras va breur, pa zistroas va mab eus ar skolach, ez is gantañ e Leon da welout kerent va gwreg? Daou abeg am boa evit ober ar veaj-se: ar c'hentañ, evit anaout ha studiañ bevidigezh ha boazioù ar vro e pehini e vennen mont da finvezañ va buhez; d'an eil, evit habaskaat hag aozañ kalon va mab, hag e lakaat rag-eeun e bezañs e gerent a Vreizh-Izel, holl tud simpl ha labourerien douar, pe tud diwar ar maez, mes tud vat ha vertuzus hag a bere liammoù ar gwad a dlee naturelmant e zougen da garout ha da zoujañ en desped e zoare un tammig uhel ha faeus; rak an den yaouank evel kement ar re eus e oad hag eus e gantved a oa balc'h ha rok. Kelennet en ul lise kozh, n' aotrene ha ne anaveze dellid da zen nemet d'an hini a oa desket ennañ, ha diouzh e vennozh n'oa netra graet mat e Frans araok ar revolusion. didalvez e oa komz dezhañ eus ar burzhudoù hag ar penn-oberioù a bep giz a amzer Loeiz 14. Disant oa da bep tra, pe, evit lavarout gwell, e serre e zaoulagad war kement a draoù kaer. Hag evel-se touellet, e klaskis en aner en ur dremen folgoad e lakaat d'arvestiñ an edifis kaer-se, e gwirionez, din eus largentez hor priñsed kozh. Ar paour kaezh den yaouank dall! disantus e oa d'ar burzhudoù eus an tourioù, an aoterioù hag ar werenn vras-se ken brav ha ken hardizh. Arvestit da vihanañ, a lavaris dezhañ, ar chantele kaer-mañ, al labour sklaer a dantelezh kaer mañ savet war pilerioù ar re wanañ, ornet a gustodoù a skeudennoù hag a aournamanchoù all manifik. Ha ne seblant ket deoc'h e ve ar maen didroc'het e-giz karton pe mezet e-giz koar bouk? Sellit ouzh ar porched-se, ha ne ve ket lavaret e ve deilioù ur wenienn, ar brankoù rezin, kordennet, korvigellet etrezo, skultet er mein memes, o redat er garannoù an orfevr! Ar re-mañ da vihanañ, pere o deus graet al labour ken kaer-mañ, a unane ar c'hompas hag ar skouer, ha a ouie o unaniñ, evel a lavarit, gant ar spered hag an dorn. Mat! tud gwir, Bretoned Breizh Izel, ho kourdadoù, oant koulskoude ar re-se a bere e seblantit ober ken nebeut a gaoz, hag a bere, e tlefec'h en em c'hlorifiañ m'ho pe an disterañ santimant a enor hag anaoudegezh eus ho tud kozh.
Sklaeriet dre va rebechoù, hag erruet e keñver kastel KerYann, a behini en doa klevet komz gant avantaj gant unan eus e gendiskibled e tiskouezhas din ar c'hoant d'arsaviñ eno ur pennad evit diarvestiñ ha gwiriañ drezañ e-unan hag-eñ oa ken kaer ha ken kreñv evel a oa lavaret dezhañ.
Eur chañs vat a favorizas ac'hanomp. En ur antren, e voen saludet e giz un den a vrezel gant ar c'hentañ a rankontrjomp e-barzh. Ar salud breurek-se a roas din da grediñ e oan en em gavet en ur vro a anaoudegezh, hag hep feson nag enklask pe eñ a oa ar mestr pe an evezhiad eus ar c'hastel, er pedis da ober din e anaout, hag an dalc'hioù a oa stag outañ, ha pere a seblante din bezañ eus ar re gaerañ. A greiz va c'halon, emezañ, gant sevenidigezh, ma ne vije ket an aotrou pehini a zo o pesketa war bord al lenn galloudekoc'h evidon-me da gontantiñ ho koulenn war gement-se. An aotrou a zo un den dereat bras, hag en em bropoziñ a ran d'hoc'h ambrougañ dezhañ hep aon ebet eus ho perzh d'e zirenkañ.
Heuliañ a rejomp eta gant hardizhegezh hon bleiner dereat.
An dianav hon degemeras gant dereadigezh bras hogen koulskoude hep hini eus ar boazioù-se a zo kentoc'h merkoù eus ur sevenidigezh faos eget ur garantez wirion ha naturel.
Ur c'hozhiad a bouez e oa, hogen er memes amzer unan eus an dud ouzh a bere an dremm eürus a lez lenn var vizaj ar mennozhioù, hag a bere an holl bennozhioù a ve grasius ha karantezus. Un aer chouek feltred war e holl dailhoù a ziskoueze kaernezh e ene; seblantout a rae kaout truez ouzh an dud reuzeudik ha diskleriañ dezho ur frealzer. En ur ger, anaout a raed ennañ, a-ziaraok, e oa ar Brovidañs eus ar c'hanton.
Amañ emaoc'h, a lavaras en ur vousc'hoarzhin, hag en ur  sellout ouzh va mab, en ur vro a deneridigezh, e kreiz ar marchellus feeri, hag e pelec'h pep tourel eus ur c'hastel a zigas d'an eñvor ar beajer karantezus ha touellet, ar skeud eus harozer eurus ur romans pe hini ur verzherez eus ar c'hrisañ mac'her. Hag evit gwir, piv, panevet ar goun eus an dalc'hioù feodal, ne garfe enoriñ an aktoù a garantez, a gadelezh hag a fouge eus ar marc'hegiezh kozh? Reniñ a rae en he hol sked e lez ar briñsed a Vreizh, er greoù kozh mañ.
Hogen, lezomp a gostez ar bed kaer eus a vec'h all, hag arvestomp ar pezh a chom c'hoazh eus ar c'hastel kaer eus a Gêr-yann a Goatanskour, pehini eo an objet eu ho kuriiozite, ha pehini azellez a bep tu bezañ arvestet.
Kastel Ker Yann Koatanskourr a voe brudet gant rezon evl ar c'haerañ hag ar brasañ el Leon araok ar Revolusion.E superb tour kreiz o vezañ diskaret er bloavezh 1600 dre urzh Herri 4  ha war c'houlenn ar Stadoù, hemañ a voe savet a nevez evel ma en gwelit bremañ, er bloaz 1618, gant Renan Aotrou a Ger Yann, marc'heg a urzh Sant Mikeal ha denjentil eus a gambr ar Roue Loeiz 13 pehini a erijas douar Ker Yann e markizach, e faveur Renan Barbier pehini a zimezas da Vari Parzeveau, , itron a enor ar rouanez. Ur mab o doe anvet Fañch, pehini a zimeza da Gatell Gwezbriant, ha bugale all a bere al lignez a voe reduizet en ur brank hepiken e personach Claoda Mari Barbier, kont a Leskoat ha markiz a Ger Yann e 1748. Hemañ en doe meur a grouadur eus e zimezi gant Perrina ar Borgn eus a Leskiffioù, hogen holl e varvjont dishêr, hag ar markizach a Ger Yann a baseas e familh Koatanskourr, a behini al lignez gwazek a finvezas d'he zro e 1759. Dre ar marv a Aleksandr Pao vinsant a Choatanskourz, ar goshañ eus e verc'hed, anvet a c'houdevezh an itron a Ger Yann, a zimezas d'an aotrou Kersaozon Breizhall pehini a gemeras an anv a Goatanskours, denjentil dister genidik a a gleder, mes e gwirionez, hag hervz al lavar gadal eus ar c'hastel, ur gannad kaer eus ar garantez. An itron a goatanskours a oa koulkoude, e-keit ha ma c'haller el lavarout, ar pezh a c'halved neuze un itron uhel ha galloudus bras, balc'h meurbet eus he noblañs hag eu he danvez, hogen ivez, hervez an doare, santus bras a gened he gwaz. Koulskoude oc'h en em soumetiñ da lezenn ar briadelezh, ne falvezas kammed dezhi konsantiñ e vije he anv kaer trec'het gant hini he fried, pehini a oblijas da gemerout he hini. Bezaén oa, a hent all, ur wreg a'r wellañ, ha merzheriet eo bet, evel m'he deus hen lavaret hec'h unan, abalamour d'he anv kaer, hag evit he 80.000 livr a leve. Outi eo e c'houlenn komz an aotrou Keratry en e romañs eus an diwezhañ eus ar Beaumanoired.

Monday, September 21, 2009

KASTEL KER YANN KOATANSKOUR Y.M.G LAOUENAN pe buhez ur veterand eus ar revolusion dastumet ha skrivet e brezhoneg gant ymg lxxxx

Kentskrid


Leoniz,
A viskoazh hoc'h eus bet ar brud da garout ho pro dreist hini all er bed, hag evit derc'hel hag heuliañ ar boazioù kozh. Hogen petra bennak ma c'hell pep den a galon karout e vro hep he anaout mat, he c'harout a ra c'hoazh muioc'h pa gav ez eo a bep tu dellezek eus e garantez. Er rat -se em eus skrivet al levr-mañ. E gwironez, kalz ac'hanoc'h o deuz hiziv an deiz beajet hag a oar ul lodenn a vurzhudoù o bro. Mes, allas, mar kaver kalz a sorti eus hor bro evit kaout ar blijadur da welout al labourioù ar re vrudetañ, o bizitañ hag o arvestiñ war al lec'hioù memes, mui a zo c'hoazh en hon touez ha n'o deveus nemet an disterañ anaoudegezh eus an traoù dibaotañ eus ar Revolusion. Gwir eo, penaos kalz ac'hanoc'h a zo re yaouank evit bezañ anavezet an amzeroù dizeurus-se, ha penaos ivez memes an darn vuiañ eus an dud hoalet n'o deveus ket gwelet nemet ar pezh a zo tremenet dirak o daoulagad ha n'o deus klevet an aliesañ nemet danevelloù spontus pe faos. Mennet m'eus 'ta e c'hellje al levr-mañ plijout deoc'h; da gentañ, dre ma tesk deoc'h e berr gomzoù ar burzhudoù ar re vrudetañ eus ar c'hanton; ha d'an eil, dre ma vennomp ivez e ve joa bras gant pep hini anaout ar pezh a zo tremenet a zebronusañ en e garter.
En em gaout a ris dre chañs e kastel Ker Yann Koatanskour e kevret ur strollad bras a dudjentil. An amzer a oa tomm bras, hag o c'hedal an heol da zinerzhiñ ez em lakejod da zanevelliñ istorioù. Erruet tro ur c'hoziad hor pedas da dostaat outañ, d'en selaou gant arvest, rak emezañ an istor am eus da zanevellañ deoc'h, eo hini ar c'hastel-mañ, hini e vistri gozh, hini al lec'hioù ar re vrudetañ tro war dro, ha buhez un den dianavezet a zeu alies d'he hentañ, hag a zo bet danevellet d'am breur gant an dianav e unan.
Pep hini a dostaas outañ en ur sioul bras; hogen un itron yaouank, dre he natur debronus meurbet, o vezañ, e giz un arsodez, goulennet digantañ ha gwir e oa an istor ez ae da zanevelliñ deomp, peotramant ur vojenn, e respontas dezhi: selaouit da gentañ, Itron, ha ma arvarit goude-se, keit ha ma oc'h war al lec'h e c'hellot ober eveldon, rak e anzavout a ran penaos war zanevel va breur on deuet amañ a-ratozh evit gwiriañ drezon va unan an darn vuiañ eus an traoù danevellet en istor-mañ ken asrec'hus ha ken gwelvanus.
Hervez an ali-se, pep hini a chomas sioul , hag hor c'hozhiad a zeraouas e istor evel-henn.

Sunday, September 20, 2009

Kameled adarre

Tro Kameled beg ar Gouin, toulingued, beg ar ? ar pizh pe pezhioù (roc'h)
Hiziv oa tu bizitañ an iliz hag an Tour Vauban.
Start eo ar vicher diluziañ al lec'hanvioù: penn had pe diwar gad pe had-pesk ???
Porzh Hen evit Kozh ?
Toull ingued ( ul labous mor ?)
Lagad Yar eo diaes faziañ diwar e benn met veryiarc'h ???
ti torret a vo aes kompren eo ti tornaod, kentoc'h eget ti torret eveljust
gouin, gouhin pe gwin ??
kamm el ed ??? aod ??? eno ez eus bet a viskoazh un doare speurenn er mor a zo bet ret he c'hempenn ha solutaat evel e reer evit an Ervenn Talber 22
Brav eo bet bale dindan un amzer hinon.

Friday, September 18, 2009

KOZH BREZHOGALLEG PE BR'EG YAOUANK ?

Pa'z aer dre ar rouedad web e kaver lec'hiennoù nevez bep taol: erfin nevez evidon eo bet hiziv unan ma oa e soñj an oberier anezhi reiñ notennoù yezhadur Fave. Ur bern mein skedus ha prizius zo ennañ; N'emañ e soñj den dislavarout se. An neb a gar a c'hell kavout enno dañvez da soutilaat e yezh, dreist-holl ar leoniz.
Braslenn am eus graet traoù a anavezen dija pell zo, ha lod traoù kaer a oa aet diwar va soñj, pe ez on gouest da gompren ha da brizout hep ma vijen, siwazh, gouest d'o daskoriñ en un destenn bennak.
Keit ha ma vez klask ha labourioù da vountañ war hentoù ar pemdeiz emañ mat an traoù. Met a greiz pep kreiz e lamm war an hent un istrogell bennak hag a glasko kastrilhez ganeoc'h: ur wech ouzhpenn, ha me o vale war ar genrouedad, o klask un disterig lutig, gouloù lutig er milendall, on em gavet gant hiniennoù o tabutal divergont ha didruez. Meven Mordiern, Hemon eveljust ha re all , Vallee, ha re all moarvat ha n'eus ket bet pajennadoù hir a-walc'h evit leuskel o anvioù da zinodiñ, kaset ha gwallgaset, barnet ex cathedra: kozh kaozioù. Pep hini zo libr da vont da welout ha d'ober o soñj, pe e soñj mar kavit gwell. Muioc'h a bajennadoù brav ha kaer a zo gant hon urupailhed mod kozh usveneget eget gant ar gonterien diwezhañ o brezhoneg paouraet, bevennet d'an amzerioù a ya da gozh, hag o yezh tostik tre alies ouzh ar galleg, na gredjen ket rebech dezho mar ne vije ket bet tamalloù eus ar seurt taolet ouzh diagentidi!

Wednesday, September 16, 2009

paz pasaat poursal peukañ peukata

ar paz zo ganit pe te zo gant ar paz
un taol peuk, tapet m 'eus ar peuk (Favereau); krog out da beukal, da boulsal, da basaat
peuketa -deveret diouzh peuk: un tammig paz bihan ha na baouez ket buan: poulsal zo kenster: (Fav. bepred); ha c'hoazh: poulzet eo hi: hi zo berr hec'h anal...

PAZ PASAAT POURSAL PEUKAN

Meur a c'her zo da envel an obererezh an anver ar paz peurvuiañ. Un draig a-dreuz er gouzoug, pe er c'houlañchenn, pe izeloc'h c'hoazh er bronkez a ra deoc'h stourm outañ. Bremaik am eus lennet ur pennad gant ur plac'h tapet ganti ar grip "A". Evel ur vlevenn sac'het en he skevent e voe da gentañ, ur pistig neuze e-kreiz he bruched. Hag ur boan buan-tre. Ha klask em zisober neuze dre basaat. Er penn kentañ pa'z eus anv a viruzenn e vez bepred ar memes santimant. Goude avat e teu buan santadoù disheñvel hervez ma 'z eo ar grip pe ur viruzenn disteroc'h. Ar plac'h-se a gonte he doa bet amzer d'en em soñjal e-pad an noz anhun, penaos he doa tapet, pelec'h ha digant piv: en tren e oa ur paotr o poursal divalav, o terc'hel war e gostezennoù, o stourm ouzh ur pistig poanius en e vruched: paz diremed a rae dezhañ ezanaliñ kreñv a stroñsadoù, en ur skuilhañ tro-war-dro takennouigoù kontammus.
Ar plac'h ne oa ket evit kousket, ha dre ma tremene an eurvezhioù e sante dre he c'horf kridiennoù, a-wechoù tomm, a-wechoù yen. Ur c'hwezhenn bep ar mare ivez. Ha trivliadiñ gant displijadur ouzh un "aloubadeg", marteze terzhienn o kreskiñ ha c'hoant ober un dra bennak da stourm d'en em zisober eus an diazamantoù korf o kreskiñ.
A varradoù e teu goude, pe ez out emouez eus ar c c'hoant skarzhañ ar c'houlañchenn pe e c'hoari eno ur gwered n'out ket evit mirout a emadober. Paz krign, pe paz tag, pe paz moug a zo geriennoù da dalvezout e vez an den mil nec'het, hag o klask un diskoulm. Met derc'hel ar ra plac'h da zirollañ da basaat; dinerzh en em sant ha poanioù izili zo e pep lec'h.
Paracetamol zo ezomm rak terzhienn ha poanioù penn zo ivez.

Monday, September 14, 2009

CHINA

Bro Sina ez eus bet anezhi ur c'horf hepken ma oa ar penn ar prezidant Mao; ha Shou En lai aet betek penn e tal kichen al levier meur; Liu Shaoqi, riñset, bezañ ma en doa graet un tennad hir a hent ganto koulskoude, . Pe Lin Biao e vije, e garr-nij diouer a direoul ennañ, a-greiz ma edo o tec'hout n'eus forzh penaos, hag un deiz deuet er gouloù endro, adsavet a varv da vev. Pe Deng Xiao Ping, a oa bet skarzhet diw wech hag adlakaet war al leurenn e koulz, hag a zo chomet; hag en deus eilpennet ar reizhiad drastus. Bez'oa ivez gwreg al levier: edo an Istor o c'hortoz an deiz D ma c'hellfe, ha Mao aet er bed all, he diskar diwar he zron; evel pa vije kouezhet warni ar c'hounnarioù berniet a-enep he gwaz bet; Jiang Qing, dalc'hit soñj.
Merc'hodennoù ur c'hoariva, kalz brasoc'h eget ar pezh a weler o werediñ er penn, peogwir eo un drama astennet d'ur vro a-bezh, ha bernioù spontus a dud ,memestra, a dud dic'hastret, war zigarez ober o mad dezho holl. Diaes eo soñjal e-barzh an darvoudoù-se, em lakaat e plas an dud kaset ha degaset gant nerzhioù dic'hortoz mui ouzh mui bemdeiz.
Pep tra o c'hoari er penn, en nec'h, evel da vare an impalaered; er memes metoù a hent all peogwir eo e barzh ar geoded verzhet eo en em damolodent c'hoazh ha bepred emañ eno ar galloud gant poltred bras ar bleiner e kreiz ar voger: leurenn tien an men!
Pe Shang Hai eo a ve kreiz ar bed?

MERC'HED HIMALAYA

Un etnologourez ganti ur c'hamera video war un trebezig pe war he barlenn o c'houlennata izili ur gumuniezh a vev en nec'h da venezioù, d'un torosennadur ec'hon ha garv, kaer ha yen, avel oc'h ober , sioulder nemet trouzioù an natur, nemet gwech a vez fraoñvadenn voud ur viñsaskell bennak, pe ur c'harr-nij.
Ur vaouez kozh dall kaset diwar he dorn gant ur paotrig d'an dachenn ma troc'ho geot gant ur falzig, puchet war an douar, pe gentoc'h, azezet war an douar, o tastornat hag o vont a dost da dost evit gounit he bara, he buhez, he gwir da derc'hel da vevañ. Gouzout a ra eo kozh, emañ gant he zalaroù diwezhañ? HE BESKILLI A ZO BRAVOC H; met derc'hel da vont memestra, souezhusat skeudennoù! Har ar plac'hig nad ay ket d'ar skol, peogwir eo ranket ganti maesa deñved: an enoe, emezi; enoeus eo chom hep den da varvailhat. He zad o kontañ deomp, trankilik, eo o buhez labourat ha labourat c'hoazh hag un deiz, mervel. Hag addont a varv da vev, a c'houlenn an etnologourez; a c'hell bezañ, emezañ, met ne ouzer ket, kea, emezañ.
Hag int-i a lavar na pegen kaer ar gweledva, a estlamm ouzh o menezioù mil-anavezet.
A zoug kargoù ponner war o c'hein, a zifret, a ya war-raok, o kiañ, gant ar bec'hiad geot war o c'hein krommet. A chom a-sav pe a zo bet chomet a-sav mantret o kavout o mab, krouget, emgrouget. Hennezh oa bet er skol. Deuet endro ha den er gêr ha krouget. Soñjoù eus ur boan griz, ur vantridigezh diziwezh.

Wednesday, September 9, 2009

lizher simon

Kenvreur ker,

resevet 'm eus ho lizher ma kontit ho tiaesterioù ennañ a-zivout reñkañ an troioù gedal en ho korn bro.
Emskiantek bras on ouzh an trabas hag an digalon stag ouzh seurt trevell.
N'anavezan ket ar meziant hoc'h eus graet anv anezhañ hag e karjen divizout diwar e benn ganeoc'h.
Evit a sell ho tisparti, e karjen kejañ ganeoc'h da sevel un diskoulm da barat ouzh ho tilezadenn evel marteze lakaat ober an enskrivadur gant hor sekretourezed war an daolenn veur vicherel.
Mar teurvez ganeoc'h heuliañ ma c'hinnigoù en ho pedan da gemer perzh em sekretourva ha lakaat emgav d'ur merc'her goude merenn.
War c'hortoz eus ho keloù, ho pedan da grediñ e diogelded va soñjoù kenvreuriel gwellañ.

Tuesday, September 8, 2009

re vrav eo hiziv

evit sevel ur pennad na vo lennet gant den ebet ha na zegaso soñj din eus netra nemet ez eus toulloù goullo en hor pennoù: meur a dra a sach hon evezh ha meur a dra en devez an den c'hoant ober. Gortoz en un doare gouzanvat zo aes; ha tremen a ra an amzer.
Diboullañ zo ur ger dreist a gomzer diwar e benn e-barzh HY diwezhañ.

Wednesday, September 2, 2009

twins power

n'eo ket divalav bout erru tad kozh: pa deu ar re vihan ar gêr e vez ebat diouzhtu, pa z eus diouto aeled kaer ha speredek. Hiziv int chomet ganin e-pad ma oa aet o mamm ha mamm o mamm e kêr d'ober ar pezh a gustum ober ar merc'hed, ha ni hon eus bet peoc'h evit ar wech kentañ. Gallet hon eus c'hoari gant gweturioù bihan emgefre, ar seurt nemetañ a brenan; bountañ warno eo arabat ober; ken sachañ anezho war-dreñv un tammig, ha leuskel da vont; Kement ha ken bihan ken ez int boazet , bep taol ma em gavont gant ur weturig da glask sachañ waar-dreñv hag int dipitet pa welont anezho o chom diflach: burzhud ar burzhudoù eo an traoù emgefreek.

penn kentañ gwengolo echu an amzer vrav

ar bloaz mañ eo bet tommoc'h ar glav eget boaz
en ur lenn levr LE BRIS e teuer pell war giz en tremened betek mareoù 68 ma voe entan ha freuzh er speredoù, ha riskloù spontus bout degaset d'hon zro e kammdroioù hag ardigelloù an istor: betek ar bajenn ma on n'em gavet ne lavar ket kalz tra diwar benn Mao c'hoazh; kaset eo bet da sutal d'ar brulu war barkeier strujus an dud paour dic'hastet gant reveulzioù dall ha diboell hon zadig Stalin ha reoù all marxour pe get...gant hon skrivagner. Spi am eus e taolo sklerijenn ivez war Mao memestra: n'eo ket trawalc'h lavarout eo bet lamet e boltred diouzh ar gazetenn post GP: Ar c'hleiz poblel, pe seik. Un depegn a ra eus tud a oa dreistmentet o zammig ME, pe EGO, e-giz a lârer, hag eo bet tost dezhañ ivez mont d'o heul, da vat ha da viken. En em dennet eo hag ar pep pouezusañ eo. Kridiennoù a red dre va livenn gein pa soñjan er mareoù-se: mard oa ret holl em sevel ha kas d'an traoñ mogerioù kozh e oa ret ivez teurel evezh: taol evezh a lavare mouezhioù bihan an aeled; diwall, diwall, ha laka evezh ur wech c'hoazh araok em lakaat da varner ha mac'her ha gwaller ha roer kentelioù! Ha petra vije bet ma ne vije ket bet eus ar mareoù-se ??? Enkadenn strisoc'h ha bec'h ponneroc'h ha trouzioù braouac'husoc'h un dispac'hadeg euzhus pelloc'h ?

Sunday, August 9, 2009

devezhiad kaer e miz eost war enez Kalot

A-benn ar fin eo deut brav hag omp aet hon-daouik d'ober ur gerzhadenn war enezenn Galot n'anavezemp tamm c'hoazh, daoust ma hon doa bevet e-kichen Plouignev, Rosko, Montroulez e-pad un nebeud bloavezhioù ;
gwelet hon eus al lanv oc'h emgavout d'an eur dik (5.30h) hag o tremen war ar chaoser; ur blijadur evit lod eo kezhout war an dour izel; hag ivez evit perc'henned kat-kat du a gav eno an tu da ruilhañ didrabas, anezho Tintined an ugentvet kantved...
Gwelet 'm eus reier bras ha stummet evel dinozored, pe neuze ha dinozored maenekaet ez eus eus ar bloc'hoù tuzum a sell outo an dud evel kerreg: re flour o c'hroc'hen, re gromm o stummoù diavaez, pario...
Bet digant Fredo dornadoù kregin mor emaon o tijeriñ: Enez Vriad he doa talvezet deomp disul diwezhañ da bakañ ur strinkadenn digoust; ganin me oa ur c'haway, rouanez va c'halon avat... Bonn diw eurvezh vrav hon doa bet; ha da verc'her ivez e Penn-traezh tost kement all gant an tri bugel bihan ganeomp: un oabl liv al ludu du; an dour mor oa klouar, n'eo ket un dro wenn e oa.
Eñvorennoù ur maread nevez ez eo: koumoulennoù startoc'h a zo a-zioc'h hon fennoù: H1N1 hag an Enkadenn veur o anvioù kasaus. Peoc'h!!! Bremañ eo maread an ehanoù eo.

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...