Brezel o tispakañ war dachenn an toull bac'h hag ar c'hampoù repuidi hag an douaroù aloubet dre nerzh ha dre widre; euzhadennoù bern war vern ha binvioù brezel spontus a vil vern ivez; gwashat gor war an douar er mare-mañ dre benn da follentezioù didermen.
War sonnaat e ya an emzalc'hioù eus daou du bras ken ez eus anv a vrezel bed adarre kazimant.
Berniañ n'o deus ken graet an diaesterioù er bloavezhioù diwezhañ ken e c'heller em c'houlenn ha produiñ a reer pinvidigezhioù a-walc'h da souten kement a vez distrujet en aner. Labourat ez eus bet ranket ober a holl viskoazh nemet bremañ e klever larout n'eus ket ezomm kement-se...met muioc'h mui a amzer dieub ha neuze amzerioù dispign a ranker gounit; nebeutoc'h a eurvezhioù labour.
Ha graet e vez kement gant nebeutoc'h a drevell: dleet eo deomp respont ya sañset. 'Gomprenan ket.
Chom er gêr ha gounit n'int ket bet morse an un dra, nemet labourat diouzh ar gêr, a zo un dra all.
No comments:
Post a Comment