Wednesday, March 22, 2023

la valse des continents

la série repasse, et deux chapitres sur l'europe où l'on parle des granites rose et de groix Enez Groe!

ma'z eus dilerc'hiadoù eus ar c'hentok etre Laurazia ha Gondwana mar lavaran mat, rak an anvioù vez diaes da gaout soñj diouto kement hag ar fiñvoù douar o c'hoari war c'horre ar vantell diwar ar Pangea...a-raok ar saviad-se e kav din eo aner din klask derc'hel soñj ha goude e chomo start: a-benn dek pe ugent vloaz marteze: hama, graet ez eus labour vrav da ziskouez deomp , war an dachenn an hir a istor e-tro 500 pe 200 a vilionoù a vloavezhioù zo. 

An deiz all 'm oa komprenet ez ae war draoñ dindan ar c'hevandir ar sol meurvorel dre m'eo ar sol kaletoc'h ha ponneroc'h ha netra ken

met pa'n em gav gwiskadoù kalet da c'holeiñ gwiskadoù yaouankoc'h ne gomprenan ket: nemet hag eo diwar" bouez-krec'h" e c'hoarvez, bountet ma vez neuze ar gwiskad kozh war-zu an nec'h hag uhel-mat gant kement a nerzh a zo: ha menezioù bras o tont diwar ar c'hoari neuze. KENSTOKADENN GRENV HA PADUS


UNCOMFORMITY ar paotr Hetton troet e galleg gant "discordance"; hag a vefe lavaret?

Un darvoud bet kavet testeni anezhañ e Bro Skos, bord ar mor ma weler daou wiskad a-skouer: hini an traoñ plom ha sonn hag egile war c'horre.

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...