Daou zevezh hag e vo erru ha lañset ar bloavezh ma echuo ar brezel gast met den ne oar penaos.
Goude dek mizvezh ha miliadoù a dud varv ez eus distruj da welout er vro aloubet ha nebeut tre, betek hen, er vro alouber. Hogen penaos tagañ ha breinañ penn an alouber, aze emañ an dalc'h.
Klevet ez eus bet anv eus a rendaeloù evit ar peoc'h met dic'hallus eo soublañ d'an alouber. N'eus nemet an nerzh hag an distruj a c'hell dont a benn eus pennegezh egile. Neuze eo ret bout en gortoz a welout taolioù troet ouzh an enebour el lec'h m'emañ: ne vo ket trawalc'h bountañ anezhañ er-maez eus an ti; dav vo ivez mont war e lerc'h da zispenn e diez dezhañ, d'o dismantrañ, o fulluc'hañ; ha memestra evit e geneiled hag e gendirvi, rak betek-hen n'eus ersaviad ebet da welout a-berzh o sujidi ha na c'hellont ket sevel o c'hein, o fenn, o mouezh , gwir eo, neuze n'eus da c'hortoz nemet taolioù eus an diavaez, ar brezel da vat ha n'eus ket anezhañ ken nemet dre ma 'z eus aon rak armoù nukleel.
Goude dek miz ez eus prederi anzavet c'hoazh nevez zo diwar benn an tu nukleel eo arabat e ve anezhañ. Laret e oa e vefe war an daol e-touez armoù all, ur benveg spouronus met ur benveg a vefe implijet dizaon. Nevez zo e lare egile all c'hoazh ne vefe ket implijet, nann, n'eo ket un dra vat implijout seurt binviji, divalav eo zoken ha ne vezint ket arveret, e mod ebet, tamm ebet, nemet hag ezomm a vefe d'o implijout eveljust. Ne vefent ket implijet da gentañ penn, nann met ma vefe arouez e vefent implijet gant ar re all e vefent implijet da gentañ. Setu ar pezh a datouilhas egile all ur wech ouzhpenn. Hag e vaodiern o tegas da soñj eus o falioù hag a zo ar memes re evel er penn kentañ. Fin ebet.
An taolioù penn-bazh zo da zont, rak hepto ne vo peoc'h ebet.
No comments:
Post a Comment