Monday, April 11, 2022

Tennderioù

Setu ni gwallgaset gant kudennoù da zirouestlañ ha goulennoù niverus db an dazont tostik tre.

Piv vo e penn an traoù pe kendalc'het e vo pe cheñchet penn d'ar vazh?

Penaos ec'h em droio ar bec'h e reter Ukrainia ma 'z eus bet e-pad eizh vloaz tud o'n em gannañ hag o vervel un daouzek mil bennak memestra hep ma vefe klasket un diskoulm efedus, gant an holl o c'hortoz e rafe un bennak ar c'hammed kentañ.

Ha pa eo bet graet ar c'hammed-se e vezemp o klevout ne oa da zont netra eus ar pezh a lavare ar rikaned e oa o vont da c'hoarvezout tuchantik, histeriezh a gleved e oa eus o ferzh;

a-vec'h ma ne veze ket laret goude e oa ar rikaned o doa graet dezho ober ar c'hammedoù-se, dre m'o doa staliet diazoù emzifenn e kement bro stag ouzh Nato; broioù hag o doa goulet ar skoazelloù-se; n'int ket broioù aloubet gant ar rikaned; souezhus pe mantrus doare ober ar media e Bro C'hall ha neuze dibaoe eilpennet ganto o doareoù ober ha dezrevell: ha war gement sujed a zo, kement talbenn zo, bremañ emaint o tont da izelaat o c'hlipenn

mar bije bet histeriezh neuze e vije bet bras o brud hag c'hwezhet o fluñv

n'eus forzh penaos int laouen ivez o welout ez eus peadra da zivizout, ar pezh a gont 'ni eo, pilpasat hag ober trouz da sachañ evezh an dud: arvestadeg zo neuze ar pezh a gont evit ar sellerien ivez ez omp an holl ac'hanomp tamm pe damm ha neuze?

Neuze Brezel ha n'eo ket unan bihan zo vont da'n em ledañ war dachenn reter ha kreizteiz Ukrainia; n'eo ket unan bihan rak war al lec'h emgann ez eus tud arroutet kaer abaoe bloavezhioù ouzh ur stourm kalet, ha bremañ en o enep e teu Nerzhioù kaletoc'h c'hoazh ha niverusoc'h eget biskoazh ha prest da implijout doareoù divalav da noazhout, 

nemet ivez, ez eus bec'hiadoù armoù ha reoù nevez ouzhpenn ha pourvezet a yoc'hadoù gant ar broioù kar pe kilhoroù, e-giz ma lavarer, hep na enebje gant komzoù mestr bras an horolojoù;

hennezh zo vont da ober e vad eus kement tra, ivez eus kement arguzenn dagaset gant e enebourien: n'eo tavedek nemet peogwir emañ o leuskel an danvez da solutaat ha goude e klemmo hag e kemero digarez diwar ar fazioù-se, da larezh-eñ, da embregiñ prantadoù tagañ ha dispac'hañ, hag aon bras zo e rafe evel m'en deus graet e lec'hioù all, ar pezh a sinifi ec'h antro war an dachenn c'hoari nerzhioù brezel hon broioù unanet.

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...