Ne oa ket histeriezh e oa, diskrivadur ergerzhioù enemied o tont tost d'an dachenn ma oant o vont da aloubiñ hag int o larout ne oant ket o vont d'ober, ne glaskent ket adsevel un impalaeriezh hag all hag all ha kement zo.
Eveljust hep nep mezh eo bet diskuliet o souezh hag o morc'hed gant ar Gelaouennerien vras hag ar gaozerien ouzh o souten a arvesten outo war cnews dreist-holl kement e oa doare ganto clowned trist, a ouient pep tra, a oa trawalc'h ganto bout enep-prezidant: forzh petra gant na vo ket eus ar macron milliget e oa o leitmotiv; skeiñ gantañ evel guignoled war pennadurezh hewelusañ ha aesañ tagañ.
Diaesoc'h eo em soñjal evit doare ha klask arguzennoù, ha paouez a ober van ned a ket pep tra war an tu mat.
Diaesoc'h paouez gant an emlorc'h ha gant mouchañ an daoulagad an-unan, ha kontañ war an dro eo trellet daoulagad ar reoù all. Doxa, complacency, bienpensance ennor an-unan, en holl gwitibunan. Emzalc'hioù emziskouez peurvat gant tud kavet ganto an distro vat sañset da dalvoudennoù pennañ ar vuhez er gevredigezh.
No comments:
Post a Comment