Thursday, March 25, 2021

BLOAVEZH DAOU DEVEZH PEVAR II4

 VE KET FALL LAKAAT KENVER HA KENVER AN DAOU VLOAVEZH GANT AR SPI NE VO KET EUS AN TREDE HINI


bonn, n'eo ket anat eo aet an traoù war-raok ken mat ha ma c'helled soñjal un nebet sizhunioù zo pa eo bet diskleriet brezel d'ar virus gant brec'hiennoù savet buan-ha-buan ha gant kalvezderioù arnevez (hag-eñ oant bet implijet araok?).

Setu un talbenn all gant emzisober eus an Donald- a zo graet ha graet mat;

hag ivez eus lanvadoù tud o tivroañ goude skarzhet eus o broioù gant hollveliourien ha danvez hollveliourien all o'n em gannañ;

eveljust bec'h gant ar re a faot dezho bout vaksinet, ha kement all gant ar re a eneb ouzh kement kemennadur

ha bec'h ivez gant kaout dic'hoant da ezommoù gwir pe kavet ez int gwir pa'z  eus anezho dreist-ezommoù tud pinvidik en amzer a beoc'h; da laret eo, ni hag hon amezeien, hon kerent ha kilhoroù

ken e vez kazi bemdeiz keloù pe gourc'hemennoù; evel en amzer vrezel gant ar marc'had kuzh

Betek henn 'heller larout eo berr war ar brec'hiennoù daoust d'an niveradoù divent a glever; evit an dud avat eo hini hag hini  ez a war-raok, ha re c'houstad eveljust

Betek henn'heller gwelout mareadoù tud e kampoù o c'houlenn mont tu bennak all da vevañ en-dro ivez ha mirout a'n em gontaminañ ouzhpenn gant ar c'hleñved-red stagus-tre petra bennak n'eo ket drastus evit ar rummadoù yaouankañ; a zegas ar re gozh (dre vras ha seul goshoc'h seul washoc'h), da stankañ dorioù an ospitalioù; a freuzh ar monedoneoù boas; a kemm buhez an dud kement ma vez bemdeiz urzhioù disheñvel, ha digomprenezon o kreskiñ;

Lod tud zoken a lavar e ouezont petra oa dav ober. N'eo bet graet nemet fazioù...

No comments:

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...