ur gont ha n'on ket evit merat n'eus forzh penaos betek hen,
met hiziv 6 a viz ar foenn, ne gavan ket an du da welout luc'hskeudennoù na netra estreget "dielloù"; e pelec'h emaint berniet neuze? ha goude: penaos o dastum
bravoc'h ti samsung pe ti google
NANN NANN NANN MIL GWECH ECHU EO, EILPENNET AN TRAOU "CLOUD" KEN EVIT ONEDRIVE KEN EVIT DROPBOX bet int hag e oant aes da implijout, aes tre debarzhañ et c'hloud hag adkavout war-lerc'h; goude oa lakaet kempleshoc'h, restroù orin oa hag e-kichen restroù kempennet ganeor an-unan pet gant keneiled, ha bremañ ez eo deut da vezañ ha bras ha kemplezh, ha ret prenañ pe ober gant nebeut; setu me o tiskenn eus va berniad a 130 da 5 nemetken: ar pezh a sach va evezh war ar ret ez eo aozañ va zraoù diouzh va c'hoant ha va ezommoù ha va foell: hogen, se zo diaes hag a c'houl labour ha poanioù penn; aesoc'h eo prenañ, met neuze e vezer koumanantet ha liammet evit ur viken kazimant. Evit poent e'm eus dibabet kempenn va dosierioù diouzh va ezhommoù hag arverañ bepred diskoù kalet
HA DESKIN PENAOS TENNAN GOUNID MEMESTRA DIWAR LOST AN CLOUD A CHOM GANIN ( A 5 GIGA )
***un dra all ha n'eo ket nevez kennebeut, abaoe ma'm eus un dablezenn e welan eo bihan ivez an tamm memor kalet, ha dav rakwelout kartennoù pe implijout ar c'hloud dres, pe adarre, diskoù memor diavaez; met rankout a ranket ivez deskiñ penaos o c'hempenn hag o merat goude!
No comments:
Post a Comment