Friday, October 28, 2022

onedrive kentañ hag eilvet: tric: shared file

 moaien zo d'ober an dro da onedrive ha sevel un dosier pe ur restr "lodennet gant" ma lakaer kement ha ma c'hoantaer eus ur bod onedrive all evit gallout kaout krog warnañ eus un all

an eil onedrive zo un restr lodennet ennañ

an hini kentañ a resev ul liamm ha diwarnañ e c'heller lenn kement zo

Friday, October 21, 2022

windows 11 a c'houll a proceser nevez, setu arabat soñjal cheñch window 10 zo brav endeo

 roet oa tu deomp nevez zo upgradiñ eus 8.1 da zek ken buan ha larout chou d'ur yar ha ken efedus; bremañ avat ne d aimp ket pelloc'h gant se, gant ma vo pourchaset nevezintioù meziant an OP ingal...

Tuesday, October 18, 2022

amzervezh nevez an dronioù ma 'euz diskouezet na pegen pouezus eo ardivink brezel se, amzer ar roboteier a c'heller larout ivez

Ur vro zo dreist d'ar re all evit doare: ma vev ar vreudeur vaykar evit larout berr;  Baykar eo anvenn o embregerezh: fardañ a reont dronoù spontus pemp milion war an daol, ha setu prenet unan ganeoc'h .

Met beajiñ a reont a-zioc'h nepell eus leve ar c'hirrinij boazet.

N'eo ket evel ar re vihan a zo strewet dre Ukrain abezh a nij war hed tenn fuzuilh--memestra ez eus en o beg danvez-tarzhañ.

Diskeladegoù e Bro c'Hall eveljust, gant gwir abeg, pe get, gwelet e vo.

War varr da goll o feadra tredan emaint dindan an dronoù milliget efedus a-raok ar goañv...

Pegoulz e vo eskemmoù trummoc'h, pegoulz vo tremenet an harzoù ruz, al linennoù ruz?

Fall ar jeu e Kherson met hag-eñ e teuy a-benn hon mignoned da vont dreist da daolioù an enebourien.

Tammoù arouezioù a vefe o tiskouez ez eus tennder e penn hollveliour an alouberien; met ne deu ket c'hoazh da vezañ eilpennet; dav eo gortoz rak eno emañ an dalc'h ha goude ne ouezer ket pelloc'h.

Sunday, October 16, 2022

SUL 16 A VIZ HERE

 2022 pa soñjan Here e rankan emsoñjal c'hoazh un tammig eo ar c'hentañ eus an trimiziad diwezhañ a'r bloavezh. --here du kerzu setu

an hañv eo mizioù gouere hag eost ar re dommañ

goude ez eus gwengolo ar miz hañvezh indian pe dilost a gav din a c'heller ivez implijout

Se zegas soñj din eus va mignon war enezenn Vadera ha ni o klask anvioù ar mizioù ha ne gave nemet 11, unan a vanke dezhañ, yezher a vihanik koulskoude

 


Saturday, October 15, 2022

neventi nevezentez

 diaz NEVEZ,  ha  goude :  entez evel  e Disentez, follentez, surentez,  perak eo emdroet nevezentez e nevezenti neventi?--pe n'eus emdroadur ebet, dibennoù diforc'h int moarvat

disheñvel a-walc'h eo neventi evit bout degemeret da "keloù mat": neventi vat d'ar vrezhoned!

nevezentez a ve neuze traoù nevez dre vras

Hama, savet pajennoù nevez war over-blog e daou lec'h disheñvel met gwelout en ur ober se ez eus bet savet ur bern blogoù a chom sonnet goude skuizhet an oberour gant ar c'hoari

GANT PETRA NE SKUIZHER KET SETU AR GOULENN KENTAN

ar c'hoari eo lenn a zegas plijadur ha keleier a bep seurt. Diwar ar c'heleier e vez plijadur, ken sellout ouzh an dud en deiz hiziv e pep lec'h paret o selloù war o levrioù kalet en o daouarn, ha bec'h ganto kas o c'hammedoù war-raok dre douez tremenidi ha tangirri ha beloioù hag all, bec'h ganto mirout a vout gwallgaset.

    Diwar ar c'heleier e sav plijadur en den rak ur bern a zo, dizehan, ha bras ha bihan. Ken ez eus FOMO war-wel e pep lec'h; fear of missing out, f o m o. Ur c'hleñved eo rak arouezioù holl  ur c'hleñved a gaver: taget e vezer prim, dalc'hmat hag e-pad pell, ha don. Higennet gant dister dra, ha da badout pell mat. An danvezioù zo liesseurt.

    Un azon anat d'ar c'hleñved eo an diouer a sav pa vez arsavioù. Rak arsaviñ a ra an den memestra, ne chom ket diarsav e zaoulagad troet ouzh skramm lufrus ha flour da veg ar bizied, nann gwezh a vez e tistag evit ur pred, ur predig. 

Azon diarvar ez eo ar pezh a c'hoarvez neuze: a-vec'h ma tistana d'an ardivink rak al levr reut ha flour a zo ur mekanik memestra, ennañ ur bern tammouigoù eus mekanikoù a veze implijet gwechall- pa larer gwechall e larer pemp pe dek vloaz'zo- hag a-vec'h ma sioula d'an elektronoù e-barzh, ma teu en-dro ar c'hoant palvata, skrabañ, hejañ, turiañ. Emañ an den e darempred. Emañ o tegemer, o resev, o prederiañ, o primprederiañ. Emañ o verniañ keleier nevez; kement-se tapet ez eo bepred ha c'hoazh a zo hag a vo tuchantik, ha tuchantik zo diouzhtu. Arabat e vefed aet hebiou d'ur c'helaj bennak. Gouzout a oar an den n'eo ket kalz tra met aon zo da vankout. Fomo fomo fomo. 

    Damdost eo ar Fomo se da arouezioù kleveñdoù all a zo sichennet ivez e douar strujus an enkrez, an aonioù kentael, ar c'hoantoù kentidik da gaout ha chom hep koll. Dre gaout ez eus berniañ; rak koll a ve mont da goll ha da get. Er par ma vevomp bremañ ez eus anv eus dreist bevezerezh: souezhus eo gwelout penaos e vez distrujet  kement a draoù hep soursial ouzh a pezh a'n em gavo goude. Souezhus eo na pegen dall em lakaer, pa omp rediet da anzav ne raer ket forzh gant an dazont. Ar remziadoù en hor raok int a daole evezh, pe da vihanañ ma ne raent ket ne oa ket heuliadoù ken drastus da heul.

Bez e c'hellent lavarout: an douar zo kozh, hag all; met nevez zo hepken e vez distrujadeg eus ar pezh a'n em vagomp dioutañ: an dour, an aer, ar c'hoad, an douar ha kement zo.

Evel ur vombezenn o tarzhañ e c'hoarvez kemmoù amjestr er bed bras hag en hor bedoù tost pemdeziek: ouzhpenn ar fomo enta e weler diaesterioù all war hent d'an dud da vevañ e peoc'h hep derc'hel da verniañ.

Aezoni zo war meur a dachenn hag endeo ec'h anavezemp ar stad aes ha didrabas-se, ha gouzout a ran e vo dav gwelout goude na pegen start e chom navigal er gevredigezh, n'emaon ket o vont da laret, brav eo gouzout (=eveljust), eo mat ha mat pell zo.

Met aezoni zo, ret eo ivez anzav. Difetis eo deut da vout an aezoni. E-keñver ar fetis e oa: fetis oa mont da brenañ ur bladenn sonerezh pe kanaouennoù. E-touez ar plijadurioù pennañ e rankfen ar prenañ un traez evel ur bladenn, arc'hant a oa da gaout, ha mont a ranked d'he c'hlask ha reoù'zo ont bet o klask pell, betek Paris zoken. Ar bladenn-arc'hant e oa ezhomm arc'hant ivez d'he frenañ. Pe mod all e oa dav implijout ur sonenroller mar fellfe d'an den gallout selaou ha selaou en-dro ur ganaouenn pe ur pennad sonerezh, pe kentelioù ur yezh estren.


Thursday, October 13, 2022

deizlevr e teu ar blog man da vout, blog mann, egile all eo over-blog, bravoc'h hag a vo digoret

 ---kempenn urzh ar luc'hskeudennoù rak mesk divesk emaint, ur bladenn sac'het zo ouzhpenn ar re all ya mat endro

--cloud:  KOUMOULAAT zo mat ivez met aon zo en em gavje ur gwallzarvoud un deiz da zont pell pe dost ne ra forzh, gwir eo e tisparisso pep tra un deiz pe un noz a vo, pell pell marteze ha marteze tuchantik

Wednesday, October 12, 2022

Amzer a-sav rak gwashaat a ra ar saviad evit an Enebour

 dav eo gortoz ma vo ken ponner ar yev ma vo goulennet paouez gant un tu pe egile

ma vo lazhet pe eilpennet an Enebour

Eskemmadoù taolioù etretant neketa ha bernioù tud o c'houzañv poanioù diniver


Bet omp oc'h ober tro al Lenn e Sizhun goude tapet lein et Roc'h Morvan a zo holl e Bro Leon ha n'eo ket Kernev

Dec'h oa glas an oabl ken kudenn nemet gant tir-eoul o rouesaat dre ma'z eus e kreisteiz Bro c'hall tud o stankañ an hent dezho, ha dont a ray an enkadenn betek amañ?


SPORTCHOU  a vez graet spontus gant ar re yaouank bremañ betek em lakaat klañv: skouer mab ar mignon er mor o neuial forzh pegement ken em gavas a paotr yenaet ha kaset da dommañ er goudor

Saturday, October 1, 2022

keleier an derou diskaramzer deuet evel ma oa dleet a daol trumm

N'eo ket tamm ha tamm eo deuet. Goude ur prantad amzer vrav ken hir en hañv eo mat paeañ, neketa.

N'eo ket rre fall holl c'hoazh ha kaer zo klemm gwashoc'h zo ivez.

Setu ur gwall zarvoud eta ha marvet hon mignonez eus ti An Derv. Tizh gant ar marc'heger e liv glas forzh pegement; aet a-benn d'ar c'harr-tan  ha daou lac'het war an taol; ken bev nemet ar bleiner peogwir e'n em gave ar c'harr endeo war tu dehou an hent o vont da Boull.

Sanset ez eus bet trouz war blasenn an iliz e-pad an oferenn gant motarded all en enor d'o c'heneil.

Hogen hag ur gwallzarvoud ez eo??? Ha ne ve ket a pennkaozioù kablus?

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...