Saturday, May 31, 2014

war lerc'h pe a-raok Auschwitz: mab den en e follentezhioù

foei fentusat eo al levr se ma larer da zigentañ n'eus netra difennet ma n'eus ket eus Doue!
Ha meur a lavarenn all buan evit diazezañ an dachenn dindan lagad ar prederouriezh. Ne vo ket eus prederouriezh met eus kravez e vo kont.
Da gentañ fentus eo kemer da ziazez pennañ, ar c'heal eus Doue ha se en ur soliañ war ur skrid savet gant ur biliveur ha n'eus ken goulenn gantañ nemet e pelec'h an diaoul e oa tremenet Doue pa'z eus bet klasket diouennañ ac'hanomp holl tost da vat?
N'eo ket hag-eñ ez eus dioutañ?
Da zigentañ: edo. Met pelec'h just a-walc'h, pa en deus laosket ober ken vil deomp?

Al levr eta n'eo nemet evel ma lavar ar gerioù kentañ en talbenn, un divizoù diwar benn lec'hiadur Doue.
Sapre tud hag a zo oc'h atersiñ o Doue: pelec'h e oas aet, perak oas ket chomet, dre penaos ac'h eus dilezet an dachenn ??
Eno emañ peogwir ec'h eus lezet anezhañ aze dec'h, istrogell! Imobil!

ROB back to Bg

 We left Bg not so long ago and are going to visit again Bg 's Varna, the beach and a few towns: I know of a medical museum the guide bo...