A-benn ar fin eo deut brav hag omp aet hon-daouik d'ober ur gerzhadenn war enezenn Galot n'anavezemp tamm c'hoazh, daoust ma hon doa bevet e-kichen Plouignev, Rosko, Montroulez e-pad un nebeud bloavezhioù ;
gwelet hon eus al lanv oc'h emgavout d'an eur dik (5.30h) hag o tremen war ar chaoser; ur blijadur evit lod eo kezhout war an dour izel; hag ivez evit perc'henned kat-kat du a gav eno an tu da ruilhañ didrabas, anezho Tintined an ugentvet kantved...Gwelet 'm eus reier bras ha stummet evel dinozored, pe neuze ha dinozored maenekaet ez eus eus ar bloc'hoù tuzum a sell outo an dud evel kerreg: re flour o c'hroc'hen, re gromm o stummoù diavaez, pario...
Bet digant Fredo dornadoù kregin mor emaon o tijeriñ: Enez Vriad he doa talvezet deomp disul diwezhañ da bakañ ur strinkadenn digoust; ganin me oa ur c'haway, rouanez va c'halon avat... Bonn diw eurvezh vrav hon doa bet; ha da verc'her ivez e Penn-traezh tost kement all gant an tri bugel bihan ganeomp: un oabl liv al ludu du; an dour mor oa klouar, n'eo ket un dro wenn e oa.
Eñvorennoù ur maread nevez ez eo: koumoulennoù startoc'h a zo a-zioc'h hon fennoù: H1N1 hag an Enkadenn veur o anvioù kasaus. Peoc'h!!! Bremañ eo maread an ehanoù eo.